Put your name here

Présentation de livre
Enez ar Vertuz
ENEZ AR VERTUZ N’eo ket dre zegouezh ma ra Youenn OLIER, ur skrivagner puilh maz eus unan, anv eus un « Enezenn » war dalbenn al levr-mañ : Langleiz en deus meret an hevelep dodenn a skiant-faltazi gant « Enez ar Rod ». Dave a ra ivez an aozer da istor
Présentation de livre de Ti Imbourch

Publié le 8/01/05 9:40 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

ENEZ AR VERTUZ N’eo ket dre zegouezh ma ra Youenn OLIER, ur skrivagner puilh maz eus unan, anv eus un « Enezenn » war dalbenn al levr-mañ : Langleiz en deus meret an hevelep dodenn a skiant-faltazi gant « Enez ar Rod ». Dave a ra ivez an aozer da istor hol lennegezh peogwir ez eo bet skrivet un «Enez ar Vertuz » all, « Inis er Vertu », gant Marion e 1790 war enez Edig.

Liesseurt-kenañ eo an oberenn, dic’hortoz a-wechoù, bet skrivet e 1965. Ur seurt heuliadenn da levr Huxley « Brave the World » ez eo,bet troet e galleg dindan an dalbenn "Le Meilleur des Mondes", ur bed mac’homet gant ur Stad dre benn d’an Araokaat Kalvezel. Gellout a reer lenn ur varnadenn hir eus ar romant war AL LIAMM niv. 119, bet graet da vare an embannadur kentañ, roneoskrivet e teir levrenn gant an oberour e-unan e 1965-66. Adwelet ha kresket eo bet e oberenn gant Youenn OLIER nebeut a-raok mont d'an Anaon d'ar 15 a viz Kerzu 2004.

Pemp kevrenn e div levrenn a ya d'ober an oberenn, a zo 674 pajennad enni. Ijinet eo bet ar golo gant Lydie Delile hag ar gartenn gant Nadine Olier.

El levrenn-gentañ en em gaver gant ar poent “Omega ” bet ijinet gant Teilhard de Chardin : ur bed dizenel. En eil lodenn e kaver ur Vreizh oc’h adsevel goude un drouziwezh. Keralen, penntudenn ar romant a zispleg penaos en deus divizet, goude termal hir amzer, da heul kalz a zarvoudoù, dic'hortoz alies, distrujañ ar bed faos-se evit bevañ en unan all, e-lec'h ma ren koulskoude ar marv, ar c'hleñvedoù, ar poanioù diwar ar garantez. Gwellout a reer er bed-se tentadurioù an den a-viskoazh : ar berc'hentiezh, ar gwaskerezh, ur Stad mac'hom oc'h eginañ adarre...

En ur ger ez eo evit gwir ul levr a breder don, war ster an istor pergen, hogen kinniget e stumm ur romant pinvidik ar yezh anezhañ.

Ne vo ket gwerzhet al levr er stalioù levrioù dre ma savfe re uhel priz ar mell oberenn-mañ d'al lennerien.

Dre lizher eta e ranker pourchas "ENEZ AR VERTUZ" : 45 €, e ti Imbourc'h, Kergreven, 29800 Trelevenez.

le la les un de a au des une

Philippe Argouarch

mailbox
imprimer
Cet article a fait l'objet de 1260 lectures.
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 1 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.