
Ne ouezan ket ha gwir e oa met gwirvoud eo. O klask war-lerc'h testenioù diwar-benn seblantoù, traoù spont, sinadoù, emañ skrivagnerien ha komedianed Madarjeu...
E-sell sevel ur pezh-c'hoari nevez, "Eñ" e anv, emañ skrivagnerien ha komedianed Madarjeu o klask war-lerc'h testenioù diwar-benn seblantoù, traoù spont, sinadoù... Moarvat ho peus istorioù da gontañ ha marteze e vefec'h a-du da dreuzkas anezho deomp (traoù bet c'hoarvezet ganeoc'h, pe klevet ganeoc'h). Bez ' e chelloc'h dont e darempred ganeomp dre bajenn Facebook Madarjeu Teatr Breton (en ur gas ur ger prevez) peotramant en ur skrivañ da : madarjeu.bzh@gmail.com. Degemer a raimp ho marvailhoù betek fin miz Even. Mersi bras deoc'h en araok.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !