Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Entitlidi kolier an Erminig a gas o skoazell diharz d'al lusk lañset gant Kenurzhierezh Gwiraourien Vreizh
Entitlidi kolier an Erminig, bodet e Gwened d'ar 24 a viz c'hwevrer 2018, a gas o skoazell diharz d'al lusk lañset gant Kenurzhierezh Gwiraourien Vreizh, Breizh Unvan ha Kevre Breizh evit sevel a-enep dispennadur tiriad lezennel Vreizh
Yann Choucq Par Assemblée des titulaires du Collier de l' Hermine le 26/02/18 15:54

Entitlidi kolier an Erminig, bodet e Gwened d'ar 24 a viz c'hwevrer 2018, a gas o skoazell diharz d'al lusk lañset gant Kenurzhierezh Gwiraourien Vreizh, Breizh Unvan ha Kevre Breizh evit sevel a-enep dispennadur tiriad lezennel Vreizh, studiet gant ar gouarnamant gall, da heul an adreizh DATI 10 vloaz 'zo.

Stadiñ a reont an enebiezhoù diskouezhet d'ar mennad-se gant Kentañ Prezidant lez-varn galv Roazhon en un doare foran, gant an darn-vrasañ deus tud micherioù ar justis, gant 41 Parlamantad o tont deus 5 departamant Breizh hag o c'hemenadenn da Wardez ar sielloù, Maodiern ar justis, hep disoñjal an hetoù-enep votet a-unvouezh gant Kuzul-Rannvro-Breizh.

-Adkas a reont da soñj emañ ar gwir diraez ur barner ur benaenn ziazez en demokratiezh, gwarantet gant kenemglevioù Europa.

- diskuliañ a reont ar raktres lemmel departamant al liger Atlantel, stag deus lez-varn galv Roazhon, ha n'hell bezañ displeget nemet gant ur c'hoant politikel diskar ensavadur diwezhañ Breizh istorel.

-Pediñ a reont holl entitlidi an Erminig d'en em vodañ niverus e deroù miz ebrel e Roazhon evit diskouez ne asantont ket da seurt raktres. Embannet e vo deiziad ar vodadeg-se en devezhioù da zont.

E Gwened, d'ar 24 a viz c'hwevrer 2018

Yann CHOUCQ

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons