
Donatien zo aet diouzhimp goude bezañ labouret e vuhez pad evit Breizh hag ar Vreizhiz
Yann Choucq, Kañseller an Erminig, Riwanon Kervella Beskañsellerez, en anv holl izili Bodad an Erminiged hag en o anv personel, e kemennont gant tristidigezh eo aet da Dír na nÓg o c'hompagnun Donatien Laurent bet gantañ Kolier an Erminig e 2010. O gwellañ gourc'hemennoù a gengañv a reont d'e familh ha d'e dud-nes.
Donatien zo aet diouzhimp goude bezañ labouret e vuhez pad evit Breizh hag ar Vreizhiz. E anv a chomo bev e memor e bobl, eviti en deus labouret hep distag. Rentet e vo enor dezhañ a-benn kentañ roadenn ar C'holier e Gwenrann d'ar 26 a viz Gwengolo, evel ma vez graet.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !