150 vues

Evit ar pedervet gwech e vo aozet gant rouedad ar skolajoù hag al lise Diwan ur genstrivadeg filmoù

Goude konkour filmoù-chakod, setu kenstrivadeg an Erminigoù. E pep skolaj hag el lise e vez echuet, peurlipet, renket ar skeudennoù, ar son... evit bout prest da ziskouez e sinema ar C'hazeg C'hlas ba Karaez al labour graet.

Goude Avel Corre ha Tangi Merrien e 2015, ar gelennerien e 2013, Soazig Daniellou e 2012, setu tro daou gelenner brudet evit o labour e kleweled a vo juri Erminigoù 2017 : Gireg Konan, savet gantañ ar chadenn war Internet "Kaouenn.net" ha Jakez ar Born, kinniget gantañ hag e skolajidi meur a film evit an Erminigoù paseet.

Emgav neuze d'ar meurzh 23 a viz Mae e Karaez. Erminig aour, Erminig an aktourien, Erminig ar senario, Erminig ar brezhoneg... a vo roet d'ar skolajoù e fin an devezh. E-pad an deiz e vo sellet anezho gant an holl bevareidi Diwan ha roet e vo ganto "Erminig an arvesterien". Plijadur a vo, un digarez da welet labour ar re yaouank, hag ivez da blantañ brezhoneg war ar rouedad, kar skignet e vo war ar chadenn "TV Lise Diwan Karaez" an holl filmoù.

Setu neuze ar filmig bet Erminig aour e 2015, o c'hortoz ar re a vo trec'h fin miz mae !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...