Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Erwan Vallerie : un den a ouie kement a draoù, displeget ken mat gantañ
Aet eo Erwan Vallerie d'an Anaon, ha chom a raio e sell lemm, e fent hag an doare fin en doa da lakaat war wel traoù gwir ha skiantel diwar istor ar vro
fanny Fanny Chauffin Par Tvbro kemperle le 12/02/22 19:09
ANvioù lec'h gant Erwan Vallerie :
Réalisation : BCD - Dialogues
(17 360 vues)

Aet eo Erwan Vallerie d'an Anaon, ha chom a raio e sell lemm, e fent hag an doare fin en doa da lakaat war wel traoù gwir ha skiantel diwar istor ar vro

Deuet e oa da Gafe filo Kemperle evit an Taol Kurun. Met, daoust d'ar c'hafe filo bout kelaouet, n'o doa ket bet c'hoant an aozerien da cheñch titl an tabut "Breizh, ur rannvro ? ". E div vunutenn en doa displeget krak ha berr Erwan Vallerie d'an 50 a dud a oa e kafe "la mouche qui louche" ba Kemperle, e oa nul ar goulenn kar ne oa ket ur rannvro, met ur vro. Ha neuze e oa ret cheñch ar goulenn, pe kemer ur banne asambles o kontañ kaoz diwar traoù all...

Setu penaos e oa an den, un den just, un den reizh, un den a seurt se hag a vank hiziv an deiz e Breizh. Gant ma vo en amzer dazont tud ken uvel ha ken ouizek oc'h en em vodañ evit sevel ur gwir vro emren a fed energiezh, sevenadur ha politikerezh.

Voir aussi :
0  1  
Vos 2 commentaires
Penalan Le Samedi 12 février 2022 20:17
Un destenn vrav diwar ar gelaouenn "Sav Breizh" ha labour talvoudus E. Vallerie 'zo bet skrivet 'n eus ket pell barzh "La littérature bretonne de langue française", ti Yoran embanner.
(1) 

Naon-e-dad Le Vendredi 18 février 2022 11:41
"Kafe filo" a lârit-hu?
.
Prederouriezh (pe Filozofiezh) ne welan ket e spered an aozerien, dre ar goulenn-titl meneget ganeoc'h. Ideologiezh (pe sotoni) avat ne lâran ket!
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons