Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Eus Jean Castela da gKristian Georgeault
EMGANN BP 70215 22202 GWENGAMP cedex Brest, d'an 23 a viz C'hwevrer 2006 Eus Jean Castela da gKristian Georgeault EMGANN - Emsav an tu kleiz evit Breizh Dizalc'h - a lâr ar salud d'an 2 stourmer brodelour korsat bet barnet e Pariz. Glan e oant eus an torfed rebechet outo, ha daoust da se e oant en
Yannig Laporte pour Emgann-MGI le 28/02/06 9:41

EMGANN BP 70215 22202 GWENGAMP cedex Brest, d'an 23 a viz C'hwevrer 2006

Eus Jean Castela da gKristian Georgeault EMGANN - Emsav an tu kleiz evit Breizh Dizalc'h - a lâr ar salud d'an 2 stourmer brodelour korsat bet barnet e Pariz. Glan e oant eus an torfed rebechet outo, ha daoust da se e oant en toullbac'h da c'hortoz abaoe 7 vloaz. 30 vloaz a oa bet goulennet en-dro evit bezañ bet e penn ar bagad tud o doa lazhet ar prefed Erignac. Dalc'homp soñj e oa bet harzhet tud e-leizh goude an afer-se, ha goude bezañ bet dislavaret diwar-benn ar beizanted eo bremañ dislavaret ar justis gant ar gelennerien, lakaet da dorfedourien gant enklaskerien a zo kustum da gontañ gevier ha sevel skridoù faos. Dre m'eo bet mesket fedoù all int bet kondaonet memestra da 8 ha 10 vloaz, ha dizale e rankfent distreiñ d'o bro da gavout o zud en-dro. Dizale e vo barnet Yvan Colonna, unan all bet lakaet da aberzh gant "justis" ar Stad-C'hall, fiziañ hon eus e vo didamallet ivez. E Breizh e c'hortozomp e vefe divac'het Kristian Georgeault, kondaonet da 11 vloaz evit bezañ e-barzh an ARB.Dalc'homp soñj e oa bet, eñ hag e gendamallidi, lakaet e gaou e liamm gant gwalldaol Kewer. Bez e c'hell hervez al lezenn bezañ laosket da vont er-maez dindan evezh. Justis evit hor pobloù ! Frankiz evit ar brizonidi ! EMGANN - darempredoù etrebroadel (Embannet eo bet ar gemennadenn-mañ a-raok galv ar varnerien enklask a laka an traoù da badout. Kengred omp gant an holl re a c'houzañvo ar galv direizh-se).

Cet article a fait l'objet de 1030 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 4 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons