Put your name here

Evel Ki ha Kazh : da welet war Internet
A-raok e veze c'hoariet pezhoù c'hoari gant Barzhanoff, met muioc'h a dud a zo war ar rouedad eget e salioù !
Communiqué de presse de Kerne Multimédia

Publié le 18/09/17 11:29 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

A-raok e veze c'hoariet pezhoù c'hoari gant Barzhanoff, met muioc'h a dud a zo war ar rouedad eget e salioù. Abaoe ar 1añ a viz Gwengolo e kinnig Barzhanoff ur stirad nevez e brezhoneg war e chadenn YouTube.

Soñj o deus tud zo, moarvat, eus « Muntr er Vro Vigoudenn », « Kig ha faltazi » pe c’hoazh « Glebajoù boemus », anezho pezhioù-c’hoari e brezhoneg sevenet ha c’hoariet gant Barzhanoff etre 2001 ha 2009. Gant ur raktres nevez e tistro ar strollad e 2017 : ur webstirad anvet “Evel Ki ha Kazh”, e brezhoneg evel-just. Cheñchet eo an doare (sketchoù filmet a zo skignet digoust war ar Genrouedad), koulz hag ar ment (abadennoù 6 munutenn, well-wazh, rannet e 6 sketch). N’eo ket cheñchet ar mod ober avat : labouret e vez a-gevret ha mestroniet eo ar raktres penn-da-benn, eus ar skrivañ betek ar skignañ. Da vicherioù nevez eo bet ret en em stummañ : ober war-dro ar c’hamera hag ar gouloù, tapout ar son, frammañ, istitlañ e brezhoneg hag e galleg, da zibab e vo. Emren eo ar skipailh a-youl-vat met tennet ez eus bet gounid eus alioù un nebeud tud a-vicher. Ur film bevaat eo ar roll-digeriñ, sevenet eo bet gant un arzour a-vicher, Gwendal Jeffredo, brezhoneger anezhañ ivez.

Poent loc’hañ ar raktres eo sketchoù savet evit ar Redadeg 2014, koulz hag ar c’hoant da dapout krog en un doare nevez da grouiñ, hag en ober e brezhoneg. Ur stern ha tudennoù a oa ret ijinañ ; graet eo bet e deroù 2015 : Kim, Padrig, Mimi, Piero, Karo ha Youn zo deuet diwar c’horre ! Degouezhioù farsus o c’houblad, o familhoù, o amezeien a vag ijin an oberourien. C’hoariet e vezont gant aktored amatour eus Roazhon.

Setu neuze skipailh Barzhanoff, eus Roazhon, o leurenniañ istorioù berr, istor buhez pemdez tud etre 30 ha 50 vloaz, un doare "Ken Tuch" evit ar re gour ! Ur benveg dreist evit ar c'hentelioù noz, son propig ha startijenn gant an aktourien.

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.