Put your name here

Disoc'hoù PAZV ha PAY 2017
Disoc'hoù PAZV ha PAY 2017

Evit lenn, skrivañ, krouiñ, tresañ e brezhoneg
Priz ar Vugale, Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg bannoù treset, kenstrivadeg haiku : lakait hoc'h anv !
Annonce de Kerne Multimédia

Publié le 5/09/17 12:03 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Priz ar Vugale, Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg bannoù treset, kenstrivadeg haiku : lakait hoc'h anv ! 11 vet Priz ar Vugale ha 15 vet Priz ar Yaouankiz : trec'h e oa bet e 2017 peder skrivagnerez. Annie Coz, Marie France Castric, Fanny Chauffin, Mai Ewen... Ur cheñchamant e lennegezh evit ar yaouankiz ?

Marteze e vo disheñvel 'benn bloaz gant levrioù skrivet gant Paskal Hervio, Yann Fanch Jacq, Maina Mallejac, Gwenn Hadu, Maiwen, Serj Richard, liseidi Lann er ster...

Neuze evit an holl skrivagnerien, haikerien, skolaerien, kelennerien... Lakait hoc'h anv, krogit da labourat. An haiku a blij deoc'h ? Tem ar wezenn a vo ar bloaz-mañ. Gwelloc'h eo deoc'h sevel bannoù treset ? Tem Kembre, bro pedet b'an Oriant e miz Eost 2018 a vo. Gwelloc'h eo deoc'h skrivañ istorioù ? Kasit ur skrid 12000 sin da afea.laposte.net evit Priz ar vugale pe ur skrid 40 000 sin evit Priz ar Yaouankiz. Mat e vefe d'an aozerien kaout skridoù doare heroic fantasy, thriller pe c'hoazh "romant roz"...

Gwelloc'h eo deoc'h studiañ tri levr e skolaj pe el lise ? Kasit keloù da Geit Vimp Bev pe da fea hag e vo roet deoc'h al levrioù brav ha embannet a-neve e gouel al levrioù Karaez !

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
--> Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.