Gant an enkadenn he deus kroget e 2008 eo bet gwallgaset kalz gennadoù armerzhel e Breizh, ar sevel-tiez, al labourioù foran, produiñ kirri, al labour-douar, ar peskerezh…gant an holl embregerezhioù

Gant an enkadenn he deus kroget e 2008 eo bet gwallgaset kalz gennadoù armerzhel e Breizh, ar sevel-tiez, al labourioù foran, produiñ kirri, al labour-douar, ar peskerezh…gant an holl embregerezhioù a zo aet da get, ha kresk an dilabour. Siwazh he deus an enkadenn diskouezet deomp ivez tuioù gwan frammadurel hon ekonomiezh : ne vez ket rakwelet ar cheñchamantoù, ar vro n'eo ket gwall zigor ouzh ar bed, gwan e vez frammadurioù arc'hantel an embregerezhioù, kalz re a embregerezhioù izel o zalvoudegezh ouzhpennet a zo, berr eo ar gallusted nevezadur...

Ar Rannvro, a "genurzh obererezhioù diorren armerzhel ar strollegezhioù lec'hel hag o c'henstrolladurioù" abaoe lezenn miz Eost 2004, n'eo ket bet gouest d'hen ober e Breizh. Kemeromp un nebeut skouerioù aes :

An nevezadur a ra 1,64% eus ar Produadur Diabarzh Kriz (PDK), pell eus pal 3% termenet gant Unaniezh Europa e Lisbon, setu emañ Breizh er 66vet renk nemetken e rannvroioù Europa ; Ezporzhiadurioù embregerezhioù Breizh ne ra nemet un tamm muioc'h evit 2% eus an holl ezporzhiadurioù e Bro-C'hall, setu emaomp er 15vet renk e rannvroioù Bro-C'hall, hep gwir araokaenn abaoe bloavezhioù ; Gant ar PDK dre annezad emaomp e 139vet renk rannvroioù Europa, da lavarout eo dindan keitadenn Europa, hag o tiskenn emaomp abaoe 2002 ;

Neuze, ret eo stadañ eo gwall zipitus an disoc'hoù, ha dreist-holl digalonus evit an dazont. An tu kreñv er c'huzul rannvro bet n'en deus ket muzuliet pegen pouezus eo an dae-se evit dazont Breizh, ha komprenus eo e chomfe ken mut gant disoc'hoù ken mezhek. Evit a sell an tu eneb (an UMP), feal eo ouzh ar patrom jakobin a zo berr e anal.

Evidomp-ni e nac'homp an daou donkadur-se, ha kinnig a reomp implijout meur a venveg en un doare youlek :

  • En em harpañ ouzh emrenerezh nevez skolioù-meur Breizh evit dibab raktresoù klaskerezh strategel a-benn 5 pe 10 vloaz : an energiezhioù glas, an teknikoù gounezoniel padus, ar pellgehentiñ, ar vevdeknologiezh.. ;
  • Kaout ur politikerezh kalz youlekoc'h evit kreñvaat kevalaoù piaouel an embregerezhioù bihan ha krenn, evit m'o defe ar ment ret en Europa ;
  • Kengreizañ programmoù ar skoazell bublik war an embregerezhioù gant kreizennoù diviz e Breizh, er polioù kevaezañ peurgetket, hag evit an embregerezhioù bihan ha krenn o kreskiñ;
  • Adspisaat ur politikerezh etrebroadelur buan armerzh Breizh, a zo bremañ tanavet etre obererien a ra fae an eil war egile, pe a genstriv an eil gant egile: Bretagne International hag ar c'hambroù koñsulel.
  • Adunaniñ Breizh evit implijout klokausted anat barregezhioù ar c'hêrioù bras hag an diazadoù greantel : Brest, Roazhon, Naoned-Sant-Nazer, An Oriant, Sant-Brieg, evit a sell ar bevdeknologiezhioù, krouiñ ar meziantoù, energiezhioù ar mor….
  • Adspisaat tuioù pennañ ar stummañ micherel, dispign pennañ ar Rannvro, evit rakwelet ar cheñchamantoù teknologel ha gant-se gwareziñ gwelloc'h padusted an implijoù e Breizh. ;
  • Kadarnaat levierezh ar Rannvro e-keñver an diorren armerzhel, ha lakaat he galloudoù da ledanaat evit mirout ar galloudoù da vezañ strewet evel bremañ, ar pezh a dalvez gwasterezh hag ober diefedus etre an departamantoù, ar c'humunioù hag ar c'humuniezhioù kumunioù ;

Evel ma tiskouez studiadenn nevez an armerzhour Nicolas Bouzou (« Renforcer le rôle économique des régions », "Kreñvaat perzh armerzhel ar rannvroioù"), emañ ar Rannvroioù e-kreiz an diorren armerzhel, dreist-holl e-pad un enkadenn, ma vez efedusoc'h ober tostoc'h eus ar pemdez hag eus an dud. Diskouez a ra ivez e lak digreizennañ dister Bro-C'hall, hervez ar BAK Basel Economics, un harp d'an dra-se, en ur ziouver an ober-mañ eus galloudoù par da re rannvroioù meur Europa. Soñjal a reomp eveltañ ha kendrec'het omp ez eus gant ar broioù bihan pe ar rannvroioù kreñv o identelezh un emsav a-bouez, evit a sell ar reaktivded hag ar primded peurgetket. Neuze, hervez ur studiadenn etrebroadel all gant Thomson Reuters diwar-benn ar vegenn skiantel, emañ Bro-C'hall er 15vet renk, pell a-dreñv Bro-Suis, Bro-Danmark, Bro-Skos, Bro-Finland pe Israel.

Diouer a zo e Breizh eus ur youl politikel dizalc'hiezh diouzh ar patrom nevez-jakobin gall, a ziskouez splann e vevennoù koulskoude. Ar stad, deuet da vezañ divadoù, ne c'hell touellañ an holl ken, hag a harp an ekonomiezh gant an endleadur nemetken, ar pezh a zegaso kalz dilerc'hioù. Krediñ a reomp e c'hell bezañ eus ur politikerezh all. Rankout a reomp kaout ar youl-se evit Breizh, hini un nerzh adkavet.

Yves Pelle eil maer Erge-ar-Mor, danvez-dilennad evit Strollad Breizh el listenn "Ni ho savo Breizh"

Programm al listenn http://regionales.partibreton.org/file/pgr-rannvro_NHSB.pdf

Blog Strollad Breizh http://regionales.partibreton.org/index.php?lng=bz Blog al listenn www.nousteferonsbretagne.org

Christian Troadec

Le Mouvement Bretagne et Progrès est un mouvement politique qui rassemble des femmes et des hommes qui ont pour ambition d’aboutir à l’émancipation politique, économique, culturelle et sociale de la Bretagne.Le MBP s’inscrit dans une dynamique de gauche et humaniste.Le MBP a pour objectif de créer les conditions d’une véritable décentralisation et entend peser à tous les niveaux de l’Etat français pour obtenir un véritable pouvoir régional. En savoir plus