Ar maloya kanet ha diskanet gant Fanch Oger

Kreoleg, maloya : penaos deskiñ kanañ mod Enezenn \"la Réunion\" ?

Deuet e oa da zeskiñ penaos kanañ mod enezenn La Réunion

En e aes emañ Fañch Oger evit kontañ istor an enezenn, dilezet e-pad pell, didud betek ar XVIvet kantved. Kaset oa bet sklavourien Madagaskar du-hont gant "Kumpagnuniezh India", ha da c'houde tud India, Afrika (Mozambik). Ur meskaj livioù a zo bet adalek penn kentañ. Met kroget oa gant un diforc'h bras etre ar re wenn hag ar re all pa oa bet kroget gant ar sklaverezh ; troc'het daouarn ar sklavourien, tud o vont kuit er menezioù evel e Gwadloup ha Martinik, ar re zo anvet an "nég marron". Kafe, korzenn sukr : niverus e oant o labourat. Echu da c'houde gant ar sklaverezh, d'an 21 a viz Kerzu 1848 a zo chomet devezh gouel broadel an enezenn.

Bremañ e vez kavet a bep seurt tud : "Kaf" (tud Mozambik ha Madagaskar), Malbar( India), hag ar re wenn gant anvioù disheñvel, ar "Yab" ("petits blancs de haut", repuidi paour e menezioù uhel evit labourat an douar, evel familh Danyel Waro), a gomz kreoleg) hag ar re wenn all, ha ne gomzont nemet galleg, bevañ a reont war an aod (tud pinvidik, konversanted, mezeien, kelennerien, ...).

Ar re ginidik familhoù o deus aloubet ar vro eo ar re a zo perc'henn war 95% eus an douaroù. Evit bevañ, emañ ur bern tud o vevañ gant an RSA pe an RMI hiziv an deiz.

Ha goude ar gentel istor, ur gentel kan, penaos kanañ gant ur c'hayan, sort plankenn gant greun korzenn sukr e barzh, un tric'horn, ur pikér, peseurt lusk ...

Ha gant mouezh vrav Fanch ha mouezh al liseidi o respont dezho e oa echu an abadenn ... betek dimeurzh e Quartz, gant Danyel Waro : klasket e vo kanañ gantañ goude bezañ komzet gant e skipailh da 17e30 e Quartz !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...