Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Fardañ dour gwalc'hiñ marc'had-mat - Made e Breizh

Fardañ dour gwalc'hiñ hoc’h-unan... Setu amañ unan eus an diskoulmoù ha marc’hadmatoc’h eo eget prenañ anezhañ er gourmac'hadoù !

Florent Grouin pour BREZHOWEB le 20/10/22 11:59
Fardañ dour gwalc'hiñ marc'had-mat : Gwinegr gwenn, bikarbonat sodiom ha soavon Marsilha, setu ar pezh 'zo ezhomm evit ober dour gwalc'hiñ !
Réalisation : Brezhoweb
(430 vues)
56230_1.png
Aes-tre eo d'ober, hag ur wezh prenet rac'h an aozennoù ho po peadra d'ober litradoù ha litradoù !

Re a blastek 'vez implijet war ar pemdez.

Ret eo deomp ober strivoù evit cheñch an traoù, bep hani d'e du.

Fardañ dour gwalc'hiñ hoc’h-unan... Setu amañ unan eus an diskoulmoù e-touez reoù all.

Marc’hadmatoc’h eo ouzhpenn-se eget prenañ anezhañ er gourmac'hadoù ha na rit ket bil, n'eo ket luziet tamm erbet !

Klariz 'zo bet e darempred gant Florent 'ba Pleuwigner evit deskiñ penaos ober dour gwalc'hiñ buan hag aes.

Istitlet e galleg hag e brezhoneg.

Dizoloit rannoù arall eus Made e Breizh war lec'hienn Brezhoweb !

Voir aussi :
1  0  
mailbox
imprimer
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Gwelout pennadoù all BREZHOWEB
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 3 ?