Perak prenañ boutailhadoù soavon blev pa vez posubl ober ur soavon blev solut ? Nebeutoc'h a blastek implijet ha marc'hadmatoc'h ouzhpenn-se !

Erruet oc'h skuizh gant ar boutailhoù soavon blev goullo e pep lec'h er sal-dour ? Ha perak pas ober ho soavon blev er gêr ?

Ur bochad fesonioù dishañval a zo, met evit implijout nebeutoc'h a blastek, eo posubl fardañ unan solut !

Klariz 'zo bet o welet Mari e Pluniav evit fardañ soavon blev solut, peadra da gaout blev brav ha lufrus !

Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.

BREZHOWEB

La seule télé 100 % en langue bretonne ! Magazines, films, documentaires, émissions jeunesse, dessins-animés, séries, sitcoms... Retrouvez en streaming gratuit vos émissions et séries TV en breton en replay ou en direct de 18h à 22h30 sur Brezhoweb. En savoir plus