Put your name here

Festival Taol Kurun : War an hent !
23vet Taol Kurun e bro Kemperle : gant 20 kevredigezh, teir fest-noz, teir fest-deiz, Dan Ar Braz, EDF, Jacques Bonnaffe...
Communiqué de presse de Kerne Multimédia

Publié le 20/12/16 18:13 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Date de l'évènement : le 12/01/2017 à à Kemperle/Quimperlé
:
Réalisation :

23vet Taol Kurun e bro Kemperle : gant 20 kevredigezh, teir fest-noz, teir fest-deiz, Dan Ar Braz, EDF, Jacques Bonnaffe, ha meur a 40 abadenn er vro ! Kenderc'hel a ra ar festival gant e hent, kroget 22 vloaz 'zo dindan barradoù glav Kemperle ha kudennoù gant ti-kêr Kemperle.

Hiziv eo skoazellet ar festival gant ar gumuniezh kumunioù, ar Rannvro hag an Departamant.

E 12 parrez war 16 e vo a bep seurt abadennoù, evit ar re vihan kenkoulz evit ar re vras.

Daouzek staj evit deskiñ ar brezhoneg, deskiñ kanañ, kontañ, dañsal, skrivañ...

A bep seurt traoù a vo kinniget e-pad teir sizhunvezh ha fonnus eo roll an abadennoù.

An tem dibabet : An Hent.

Kenstrivadeg haiku (gant 600 barzhoneg resevet dija), karamel, kontañ ha kanañ, poltridi war an hentoù... Hentoù bihan, gwenojennoù gant kevredigezhioù rando ar vro, hent Jack Kerouac ha Youenn Gwernig, hentoù an harlu gant Emmaus ha Cent pour un toit, gant filmoù ha tud pedet : Kurdistan gant Mikael Baudu," La grande traversée"...

Evit gouzout hiroc'h, kit war bajenn ti ar vro bro Kemperle, evit pellgargañ ar program a vo prest a-benn nebeut !

(voir le site)

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.