Brigitte ha kanerien hengounel en tu all da Vor Vreizh

Setu kan ar sistr e saozneg, gant un ton un tamm disheñvel , hini Padrig Ewen \"là-bas dans les Monts d\'Arree\", hag ur sonenn evit enoriñ ur ganerez varv ar bloaz paseet.

Boas eo Brigitte Kloareg da foetañ bro : Finland bremaik, Italia, met dreist-holl broioù keltiek.Mignoned dezhi, kanerien brudet, a oa deuet da vro Kloar da ganañ e-pad an dibenn-sizhun, noz ha deiz.

Piv eo Rosie Stewart ? Un Iwerzhonadez, aet ganti maout ar ganerez wellañ o chom e hanternoz ar vro. Ha George Henderson ? Ur c'haner deuet eus Northumberland. Ha Corinne Male ? Ur ganerez eus Breizh-Veur. Flore ? Valérie Imbert ? Kanerezed Vañde ha bro Naoned. Ha Lors Landat ? Paotr ar vro eo-eñ.

Ha setu un doare dic'hortoz, a-drugarez da Vrigitte Kloareg he doa pedet he mignoned kanerien, da selaou tonioù a bep seurt, mouezhioù brav eus daou du mor Breizh. Yezhoù keltiek, emit-hu ? Dre chañs e oa Lors, Brigitte, ha bugale vihan o kanañ. Nag iwerzhoneg, na kembraeg, siwazh. Saozneg, ne lâran ket ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...