Put your name here

Fin ar brezel : Loeiz Herrieu e 1919
Fin lizhiri barzh Lann er Stêr, Loeiz Herrieu
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 5/04/17 22:46 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

Setu an destenn lennet gant Daniel Carré, gant tout ar pezh a zo diaes e spered Loeiz Herrieu. Penaos kenderc'hel gant ar menaj, bihanaet a galz, pemp bloaz goude penn kentañ ar brezel ? Trubuilhet bras eo. "6 a C'henver 1919

Ma Vedig,"

[…]

Bet em eus bet dec'h an amanenn hag ho lizher ag an 29. Trugarez.

Ne oan ket klañv na skuizh an deiz ma 'm eus skrivet ma lizherioù deoc'h ; pas muioc'h e'it d'an ordiner. Neoazh, dre forzh derc'hel, eh achap meur a wezh get an den... Setu 4 blez 1/2 e soufran hag e lakaan man nerzh-holl ha ma volontez da zerc'hel sonn. Dalc'het em eus ; met bremañ a pand eo achu ar brezel, bremañ ma tistenn ma nerzhennoù a-nebeudigoù, bremañ a pa welan fin ar vuhez-mañ é tonet, ne faot ket bout souezhet ma wanan. Èl-se eh arru bepred a pa vez bet re denn an traoù.

Betek àrlene me a soñje em behe gellet en-dro adkrog er vuhez èl a-gent, ha me a gred e vehen bet daet a-benn a pa vehe bet chomet pep tra en e lec'h er vro. Me a gred en en dehe bet gellet ma spered kaout muioc'h a beoc'h a pa n'em behe bet 'met arru er gêr ha kemer al lec'h lezet goulle din e deroù ar brezel. A-nebeudigoù m'em behe arre en em gustumet doc'h rac'h an traoù a oa en-dro din, ha m'em behe bet èl-se gortozet ar marv ; pandeogwir ema atav torret mam buhez èl kani holl ar soudarded a ma oad.

Met bremañ nend eo ket an dra-se. N'em eus ket lec'h ebet evit achu mam buhez, rak ne faot ket soñjal beviñ er pezh a chom ag an dachenn. An argant a c'hellimp kaout e'it al lodenn kemeret ne c'hell ket bout a-walc'h e'it beviñ ha desav hor bugale. Ret e vo din enta soñjal gober un dra bennak : hag ar soñj-se e vo ret din, da 40 vlez, bout èl da 30, é soñjal e men monet ha petra gober, ar soñj-se ma spont !

Aferioù an douar a zo rac'h e darn hag a vo ret din en em soursi anezhe. Piv hepken en em soursio ? Hag an dra-se ma spont !

Ne vin ket arru mat er gêr ma vo ma zud é klask ma lakaat d'ober un dra, d'en em soursial ag un arall. Ha me hag a garahe kaout peoc'h ! Peoc'h ! Peoc'h !

Ne gomzan ket ag ar c'hleñvedoù, ar marvañs e-mesk ar re a garan, rak ma lodenn a zo hañval doc'h re ar re arall...

A pa ouiahec'h pegement a zober hon eus a beoc'h, ni soudarded. Goulennit get Job petra a ray ar muiañ a blijadur dezhoñ àr-lerc'h ma vo er gêr...

Nend eo ket hep dañjer e chom ar spered, e-pad 4 blez, bepred stennet, bepred é tisfiz doc'h ar marv, bepred é soubliñ dindan lezennnoù diot, bepred é sentiñ da dud na vennahec'h ket goprat èl bugulion-saout...

Hag ar re, èlon, hag en doa a-hend-arall ur vuhez speredel, ar re a glaske er vuhez servij ar Gwir, sellet doc'h ar Brav, a zo chomet 4 blez 1/2 é tebriñ, é kousket e-tal tud hag a zo hañvaloc'h doc'h loened e'it doc'h tud. Tud ha ne gomzont 'met a lousteri a-tro an deiz hag a zo o albac'henn get ar gaou penn-da-benn.

Rac'h an traoù-se a c'hwerva ar speredoù gwellañ. Ha lâret e vo ret din oc'hpenn lenn levrioù ha klevet tud hag a veulo ar brezel, an traoù burzhudus ! ! graet e-pad ar brezel, an dud souezhus e oa soudarded ar brezel, a pa ouian ema gevier rac'h an traoù-se...

O, ne gouezhin ket an disañspoar ! Met, mar em eus kavet nerzh da zerc'hel e-pad 4 blez 1/2 brezel, ne gredan ket e kavin nerzh a-walc'h da zerc'hel get kement a galon doc'h soursioù am behe karet (a-greiz kalon !) pas kavet àr ma hent, just an deiz àr-lerc'h ma vin disoudardet...

Met ne servij ket din en em glemm. Ret e vo din lonkiñ an dramm-se èl mand eo bet ret din bout soudard en desped din ; bout soudard da 35 vlez, goude bout graet 5 plez e'it pas bout soudard e-pad 3 blez... E-pad mah oa re yaouankoc'h evidin, tud hep familh, astennet àr an traezh àr aodoù Breizh...

Me a ray memp ar pezh a c'hellin evit na souro ket àr ma spered ar soñjoù du. Met aon am eus... Aon am eus bet 'raok ar marv, met kustumet e oan dre forzh gwelet an Ankoù é tremen e-talon. Bremañ eh on digustum doc'h ar vuhez, hag ar vuhez ma spont... Ha goust ebet da vrezelat doc'hti n'em eus ket, goust ebet ...

Pedit evidin, ha na gollit ket-c'hwi kalon, mar gellit. Marse e-taloc'h n'em bo ket kement a aon...

A galon e-taloc'h, ha pep a vok deoc'h ho-pemp.

Loeiz-c'hwi.

Stumm al lizher bet adskrivet get D. Carré evit an embann.

Nag ar gwenan ?... T.I.R. - Kuzul ar Brezhoneg. 2016

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 1 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.