Friko : eil lodenn

Eil lodenn : kan gant ar re Drummel, an Triorezed, an Diaoulezed

Kroueet e miz Genver evit ar festival Taol Kurun, setu an eil friko e Brec'h

Lakait eizh plac'h mennet gant ar c'han, ar re a vez klevet un tammig e pep lec'h e bro an Alre, bro Gwened ...

Ouzhpennit paotred mennet gant ar sonerezh Breizh ha lec'hioù all gant un dreujenn gaol, ur fleüt a-dreuz, ur c'houblad biniou-bombard, un akordeoñs. War lec'h, laoskit da bouazañ gant daou zen brudet evel ar c'houblad Drumel, trec'h meur a wech e Kan ar bobl Pondi, evit reiñ blaz, lakait tud gant maskloù gwenn er sal, ur gador uhel ramzel ganto, ur ranig douget evel ur pimoc'h rostet...

Azezit. Tañvit. Soubenn potiron, anduilhenn ha kaol ruz pouazet asambles, rost'n forn da c'houde, fourmaj gavr ha saladenn, hag un dartezenn avaloù tomm gant ur voulenn skornenn vanilhez.

Ha dansit. Ha lârit trugarez d'an Diaoulezed, d'an Triorezed, d'ar familh Pasco mamm, tad, mibien ha merc'hed evit ar pezh mell friko hag abadenn sonerezh ho peus bet tro da vevañ, un nozvezh miz Du e Brec'h ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...