219 vues

A-raok Kergrist ha Lors Jouin gant "beaj ar Pap", e vo c'hoariet "E kreiz ma bro"

A-raok Kergrist ha Lors Jouin gant "beaj ar Pap", e vo c'hoariet "E kreiz ma bro" gant strollad Fubudenn evit an daouzegvet gwech

Goude Porspoder, Tregon, Esquibien, Kerien, Kemperle, Karaez, setu tro An Arzhanaou, disul o tont da 5 eur e sal nevez Loeiz Yhuel.

Ur grouidigezh gant dibunadeg tud iskis a Vreizh : ar grampouezherez gant un davañter brodet, ur Jean-Mai kamm a lenn Baudelaire,

ur punk sot gant Louise Ebrel, ur vonedez ruz entanet gant ar stourm...

Sonerezh graet gant div dreujenn-gaol, kanaouennoù e brezhoneg, testennoù savet gant ar strollad, estreget testenn Tangi Malmanche (ar Baganiz') c'hoariet er video.

Kan ha diskan, kanaouennoù hengounel, ha kompozet a-nevez.

Goude "Dañjerus tamm ebet", "Kurunennoù ar Rouanez", "Opera ar moc'h", setu neuze echu "E kreiz ma bro disul". Un dra nevez war ar stern ? "Penaos buhez, lâre Filo", a vo c'hoariet a-benn c'hwec'h miz, testennoù merc'hed, fentus ha kriz, 'giz anv ar strollad "Fubudenn". Ha dre voneur, e raio glav disul !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...