Setu ar pezh hon eus resevet hiziv :

Setu al lizher skrivet gant Dewi :

" Salud,

Galvet on e ti-polis Sant-Varzhin e Brest 'benn digwener, 20 a viz Ebrel, da 5 eur, da heul an oberenn sit-in + pegsuniañ graet e ti-post Montroulez e miz Genver. Hervez kont en deus adsavet klemm Ar Post 'blam o deus kollet kalzik arc'hant o kempenn an traoù (!)

Gervel 'reomp an dud tomm ouzh ar brezhoneg d'en em vodañ dirak an ti-polis-se, adalek 4e15. Seul vuioc'h a dud a vo, seul diaesoc'h e vo dezhe kas an afer-se dirak ul lez-varn. Pouezus eo 'teufe ur bern tud dirak ar gazetennerien 'ta !

Da heul e vo paket ur boc'h hag un tamm emvod debriefing (ha komz deus an oberenn "Tram" a vo graet e deroù miz Mae ivez).

'Benn digwener, gant ho t-shirt orañjez !

Dewi"

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...