Pennig Maoutig

Setu tammoù an abadennig savet gant Kristian Duro ha Yann ar Floc\'h

Treizerein soñjoù emit-hu ? Etre Yann ha Kristian, ouzhpenn an treizañ a zo, ur vignoniezh don, hag ar memes karantez evit ar sonerezh hag ar brezhoneg.

Foetañ bro a reont abaoe pell, ar ganfarted, gant ur glarinetenn pe treujenn gaol hag abaoe un nebeut bloavezhioù bremañ e vezont gwelet o kontañ marvailhoù er vro : ar "Chevailher" da gentañ, ha "Pennig Maoutig" bremañ. Kontadennoù kontet da gentañ gant Catherine Duro (dastumet gant Jean Le CLerc de la Herverie, dastumadeg Dastum), mamm Kristian.

An daou gomper a son gant meur a arzour er vro : gant ar strollad Termaji, Oktopus Kafe, gant Louise Ebrel, evit ar festival fisel, festival an treujenn-gaol e Rostren, ha c'hoazh ..

Amañ e "Pennig Maoutig", ne gomz ket Kristian ur ger e galleg. Yann a zo deuet en ti evit deskiñ seniñ tonioù gant Kristian, ha klask a ra treiñ e galleg ar pezh a vez lâret gant Kristian. Ne blij ket fin ar gontadenn da Yann, neuze e krogont da seniñ, met raouiet eo mouezh bouest an diaoul, ha d'an daou gomper da seniñ asambles.

Ur blijadur eo ar gontadenn-se hag e vez digor d'an holl. Lakaat a ra an nann-vrezhonegerien da gompren an istor, ar re o komañs, laouen da welout o deus komprenet kalzig a draoù memestra, ar re a oar ha ne gomprenont ket dre ret brezhoneg Kristian, komzet buan ha distaget mod ar vro. Un doare divyezhek da grouiñ ha ne vez ket kavet ken alies-se.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...