
Traoù nevez, emezit c'hwi ? Ya, danevelloù nevez enno tammoù buhez droch, fentus, mantrus, marzhus. Tud a bep seurt, krennarded ha krennardezed da gentañ-holl, soudarded kozh, gwragez martoloded ivez ha
Traoù nevez, emezit c\'hwi ? Ya, danevelloù nevez enno tammoù buhez droch, fentus, mantrus, marzhus. Tud a bep seurt, krennarded ha krennardezed da gentañ-holl, soudarded kozh, gwragez martoloded ivez ha me \'oar c\'hoazh... Tud Bro-Vreizh, Breizh-Izel pa lârin mat, o vevañ en hon amzer-ni peurvuiañ, kaset-digaset, gwallgaset a-wechoù, gant red ar vuhez kammdigamm he zroiennoù. Diwar bluenn Yann Gerven e kaver fent, goapaerezh, darvoudoù hud leun a ijin. Sed aze doare ar skrivagner, brezhoneg pinvidik gantañ war ar marc\'had. Plijadur kement-ha-kement a vo sur o lenn krouadur nevez hor skrivagner brudet paneveken. 216 pajenn, moull gwenn & du, 12 x 18,5 sm, ISBN : 978-2-36758-007-4
http://www.skolvreizh.com/catalog?page=shop.product_details&category_id=19&flypage=flypage_images.tpl&product_id=242 evit gouzout hirroc\'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !