Ur meziant kelennadel o kinnig obererezhioù liesseurt d'ar vugale etre 2 ha 10 vloaz eo GCompris. Alies e vez c'hoarius an obererezhioù, atav e vezont kelennadel avat. E-touez an domanioù da

Ur meziant kelennadel o kinnig obererezhioù liesseurt d'ar vugale etre 2 ha 10 vloaz eo GCompris.

Alies e vez c'hoarius an obererezhioù, atav e vezont kelennadel avat. E-touez an domanioù da heul e kavot obererezhioù :

  • dizoleiñ an urzhiataerioù : klavier, logodenn, fiñvioù al logodenn...
  • jedoniezh : adwelout an taolennoù, kemparzh, eriñvadur,...
  • skiantoù : tredan, kelc'hiad an dour, ar skluzioù, ar splujerezed...
  • douaroniezh : lakaat ar broioù war ur gartenn.
  • c'hoarioù : torr-pennoù, gwezboell, c'hoari-eñvor...
  • lenn : pleustradur war al lenn
  • all : lenn an eur, livioù brudet e miltammoù, tresadennoù sturiadel...

E-touez an traoù nevez ez eus ur c'hoari da zizoleiñ reizhiad Braille evit ar re zall.

En e bezh ez eus ouzhpenn 125 obererezh kinniget ha war emdreiñ emañ c'hoazh. Ur meziant dieub eo GCompris. Azasaet e vez ganeoc'h hervez hoc'h ezhommoù pe wellaet zoken, ha, perak ket, lakaet da vezañ arveret gant bugale ar bed a-bezh. Koulskoude, gant handelv Windows, ne vo ket tro da c'hoari gant an holl obererezhioù (65 diwar 125). Ret e vo paeañ 9 € dre Paypal pe dre chekenn a-benn kaout an holl anezho. Klok ha digoust penn da benn eo GCompris evit reizhiad Linux.

http://www.drouizig.org/