Publié le 22/05/19 11:40 -- mis à jour le 22/05/19 11:43
A bouez tre evit dazont Breizh hag hec'h anaoudegezh eo saverezh Europa, diazezet war bennaennoù a zemokratelezh hag a wirioù denel, war liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù, ar re vinorelaet hag all, ha war al liesyezhegezh.
Un dachenn ekonomikel eo ivez, krouet ganti miliadoù a bostoù-labour en treuzdougen war vor, er peskerezh, en douristelezh pe c'hoazh en energiezhioù nevezadus.
Setu perak eo hollbouezus e vo kemeret perzh gant an darn vuiañ eus ar Bretonezed hag ar Vretoned e dilennadegoù ar gannaded e Parlamant Europa. Ar votadegoù-se, dre vouezhiañ a genfeur, a ro tro da zilenn dileuridi en em santer an nesañ outo.
Kuit a emserradur broadel, a zo bet gouzañvet gant pobloù Europa e-kerzh o istor, Kevre Breizh, kenurzhierezh kevredadoù sevenadurel pennañ Breizh, ezel eus Rouedad Europa ingalded ar yezhoù, a bed an dilennerien da ober o dibab hervez an diazezoù-mañ :
• engouestl al listennad evit ar yezhoù hag ar sevenadurioù minorelaet, hag evit an doujañs d'al liested sevenadurel,
• engouestl al listennad evit digreizennañ ar galloud da zivizout betek an tostañ d'ar geodedourien ha d'ar pobloù er jeu en ur zoujañ da bennaenn ar c'housezadelezh : "soñjal dre vras, ober war ar plas",
• engouestl al listennad evit un ekonomiezh diazezet war an diorren denel padus ha kengred, a-gevret gant gwareziñ ar yezhoù hag ar sevenadurioù, kement hag ar vevliesseurted, a-benn delc'her un dazont evit Mab-Den.

- Breizh Europa appelle à voter pour le Parti Breton par Breizh Europa le 09/06/2022
- Daoust hag e vo Jeorjia unan eus broiou Unvaniezh Europa? par Anna Mouradova le 19/03/2022
- Erasmus days lidet ba Kemperle : liseidi saoznegerien par Kerne Multimédia le 15/10/2021
- Da betra e servij ar rannvroioù ? (Istor, budjed, galloudoù) - 4 munud e Breizh par BREZHOWEB le 16/06/2021
- Loi Molac retoquée : La République En Marge par Breizh Europa le 21/05/2021
- Le régionalisme selon Chesnais-Girard : un hollandisme à la mode bretonne par Breizh Europa le 20/05/2021
- Régionales : Breizh Europa et En-Avant-Bretagne/En-Awen-Breizh avec Hissons Haut la Bretagne/Sevel Uhel Breizh par En Avant Bretagne / Breizh War-Raok le 23/04/2021
- Volt, ul luskad diazezet mat e Breizh bremañ, a brezant e zanvez-kuzulierion rannvro par Volt Bretagne le 17/04/2021