Représentants des organisations membres du Réseau Européen pour l'Egalité des Langues ELEN
Représentants des organisations membres du Réseau Européen pour l'Egalité des Langues ELEN

Kevre Breizh, kevredad kevredigezhel sevenadurel Breizh, en deus kemeret perzh ar 24 a viz Mae e Valencia (Su Katalogna), en emvod Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù ELEN (European Language

Kevre Breizh, kevredad kevredigezhel sevenadurel Breizh, en deus kemeret perzh ar 24 a viz Mae e Valencia (Su Katalogna), en emvod Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù ELEN (European Language Equality Network).

Embannet en deus un diskleriadur degemeret a-unvouezh da vezañ kaset da gannaded nevez Europa ha d'ar Stadoù o c'houlenn ma vo savet un Unvaniezh europat doujus da liested he yezhoù hag he sevenadurioù, kenglotus gant pennaennoù gwirioù diazez an denelezh enskrivet e-barzh a Feur-emglevioù.

Kentañ plas ar Front National e Frañs en dilennadegoù europat, mard eo nec'hus-bras, ken evit kavout diskoulmoù gwirion d'an diaesterioù ekonomikel hag evit dazont gwirioù Mabden, ne ra e gwirionez nemet kas da benn broadelouriezh ar strolladoù gall dre vras, a-zehou pe a-gleiz, hag an emdro warnañ e-unan, tra ma n'eus ket bet lakaet en araok gwech ebet ar pal da sevel Europa war anaouedegezh liested he fobloù. Pa hader ar vroadelouriezh e tiwan ar vroadelouriezh.

Padal, pa vo an FN ar stroll kannaded niverusañ eus kostez ar Frañsizien, e ro Kevre Breizh da soñj e oa bet dija e miz Gwengolo 2013 ar gannaded gall ar re niverusañ e Parlamant Europa, eus Jean-Luc Mélenchon da vMarine ha Jean-Marie Le Pen, oc'h enebiñ ouzh mennad Alfonsi evit difenn liested yezhoù Europa a oa bet degemeret gant un dreistniver deus ar brasañ.

A-dal d'ar giladenn-se, diazezet war an demagogiezh hag an emdro dispi ha danjerus war-zu un identelezh vroadel ken mojennek ha ma z eo gwaskus, e verzh, daoust da-se Kevre Breizh e talc'h Breizh betek ur poent d'ar Front national.

Gant Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù, e c'halv Kevre Breizh d'ar stourm, muioc'h eget biskoazh, ha goulenn a raio da Barlamant Europa ha da holl gannaded demokratel Breizh da stourm da greñvaat Europa evit doujañ da liested hec'h izili hag evit an demokratelezh.

Pezh stag : Diskleriadur Valencia Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù ELEN – 24 a viz Mae 2014

Documents liés