328 vues

Kanet brav, leun a vuhez, ha koulskoude ...

Kanet brav, leun a vuhez, ha koulskoude ...

Graet e vo ganti tro ar chapelioù ar sizunvezhioù-mañ. Kalonek ar plac'h, aozet ganti an droiad, gant un tog ha pladennoù da werzhañ evit un abadenn digoust evit an arvesterien.

E-pad un eurvezh kanaouennoù e-leizh, a bep seurt,div e brezhoneg, unan bet kempennet gant Dan ar Bras, meur a hini war donioù brudet (Iwerzhon, Breizh, ...). Echuiñ a ra o kanañ Barbara pa oa adgalvet, gouce bezañ bet kanet ganti "Feiz hon tadoù kozh".

Ha neuze, petra a vefe a-dreuz ? Evel Nolwenn Leroy eo Clarisse : gwerzhet e vez mat an traoù "keltiek". Met ar spered stourm, tudoù ? Hervezi, e ya mat pep tra evit ar sevenadur hag ar brezhoneg, tremen a ra plaen.

Brav eo barzhoniezh Glenmor. Glenmor, an den a oa o tufañ war ar veleien a-hed an amzer, kanet e-barzh ar chapelioù ? Glenmor, ur spered stourm evit ar brezhoneg, evit ur raktres politikel gwir ha sklaer ? Distro !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...