Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Goude dismantr al lezioù-barn, dismantr an ospitalioù e Breizh. Ospital Karaez : l'UDB Kreiz Breizh a sav krenn a-enep divizoù an Aotrou Antoine Perrin - Super prefed- an ARH e Breizh.
Goude dismantr al lezioù-barn gant Rachida Dati, e vo tro dismantr an ospitalioù e Breizh. Goude ar votadegoù tier-kêr eo e krogo al labour dispenn gant an Aotrou Antoine Perrin, « super prefed » an ARH e Breizh.. Ospital Karaez a zo e-mesk ospitalioù Breizh a zo
Nil Caouissin Par UDB le 17/02/08 21:14

Goude dismantr al lezioù-barn gant Rachida Dati, e vo tro dismantr an ospitalioù e Breizh. Goude ar votadegoù tier-kêr eo e krogo al labour dispenn gant an Aotrou Antoine Perrin, « super prefed » an ARH e Breizh.. Ospital Karaez a zo e-mesk ospitalioù Breizh a zo en arvar da vezañ serret.

N'eo ket peogwir e vank ur milion a eurioù e kef an ospital e rank ar Stad serriñ anezhañ, un ospital n'eo ket un embregerezh kapitalour hag a rank ober gounidoù, ur servij publik eo d'ober war-dro yec'hed an dud, tra ken. UDB a sav a-du krenn gant implijidi an ospital, tud ar vro hag an dilennidi a c'houl groñs digant ar Stad ma vije dalc'het an ospital e Karaez gant e holl servijoù : ar surjierez kenkoulz hag an ti-gwilioudiñ.

UDB a c'halv holl dud Kreiz Breizh d'en em vodañ dimeurzh noz e Koc'hu Karaez, evit sevel komite difenn an ospital.

Ne ra ket ar Stad he labour derc'hel ar servijoù publik e Breizh ; neuze eo d'hor Bro ha d'he rannoù melestradurel d'ober war o zro diwar neuze. Ar c'huzul Rannvro en deus diskouezet e oa barrek da gas an traoù war-raok pa vez fiziet ennañ al labour da ober. Al labour bet kaset da benn evit kempenn al liseoù pe reiñ lañs, en-dro, d'an TER e Breizh a zo ur skouer vat a dalvez emañ gouest ar Vreizhiz da verañ ar servijoù publik en o Bro. ».

Neuze UDB Kreiz Breizh a c'houl : ma vo bodet dilennidi: ar c'humunioù, ar rannvro hag ar Stad, ar sindikadoù, pennoù "Bro COB" (Bro "Kornôg Kreiz Breizh"), gant ar pal da gaout un emglev etre rannvro Breizh, Bro COB hag ar Stad, evit mirout an ospital e Karaez hag ar servijoù publik e Kreiz-Breizh.

Nann, Aotrou Antoine Perrin, ne laosko ket, tud Kreiz Breizh, an ARH da gas da benn he labour dispenn en hor Bro. Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons