Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Gouel al levrioù Karaez : dek levr nevez evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz
Evel pep bloaz abaoe 2004 e vez kinniget e gouel al levrioù an tri rummad evit ar vugale hag ar grennarded
Fanny Chauffin Par Taol Kurun le 20/10/14 2:48
:
Réalisation :

Evel pep bloaz abaoe 2004 e vez kinniget e gouel al levrioù an tri rummad evit ar vugale hag ar grennarded

War ar stand Keit Vimp Bev e vo gwelet an dek levr nevez skrivet gant meur a skrivagner(ez) evit an daouzegvet Priz ar Yaouankiz hag ar Vugale. Kristian ar Braz, Myriam Guillevic, Armel ar Sec'h ha Milena Krebs : setu ar pevar skrivagner o deus skrivet evit ar re vihan e CE2/CM2 ur romant berr hep skeudennoù, romant kentañ e brezhoneg evit lod anezho.

Gant Paskal Hervio e vo kinniget ul levr e lec'h emañ al lenner "Haroz" an istor hag a c'hell dibab (h)e hent en istor, o cheñch red an istor hervez (h)e dibaboù. Skrivet oa bet evit ar re 6vet/5vet fin istor ar gorriganed oa bet trec'h warlene gant ul lisead Lann er Stêr, Mael Poulossier, hag un istor beaj skol gant Serj Richard.

Evit ar re vras avat (4re/eilvet) eo Malo Bouessel du Bourg, Yann-Fanch Jacq ha Jakez Erwan Mouton gant un dastumad danevelloù barzhoniel, un istor gwriziet e kudennoù an dour er bed a-vremañ hag un istor karantez e-pad ar brezel e bro Iwerzhon.

Ha raktresoù all a zo war ar stern evit ar bloavezhioù o tont : prientiñ a ra Erwan Billant un doare enklask polis levezonet gant Lovecraft evit ar bloaz o tont. Neuze, lennerien, kit da gaout keloù e Karaez, evit lenn hag ivez evit skrivañ...

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons