


Ur bern traoù a vo e Douarnenez evit ar re a zo tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg : filmoù, tabutoù, ur skipailh Kezako gant peder c'hazetennerez, ur skipailh filmañ
Ur bern traoù a vo e Douarnenez evit ar re a zo tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg : filmoù, tabutoù, ur skipailh Kezako gant peder c'hazetennerez, ur skipailh filmañ gant ur raktres krouiñ ur film faltazi a-raok fin ar sizhun, skipailh Gwagenn TV ha skipailh ti zeff o kinnig un abadennig video bemdez war blasenn ar festival, kazetennerien Radio Kerne, Frans 3, alies e vez klevet brezhoneg e ti ar festival, e-kichen ar mediaoueg ha mirdi ar Porz Ruz. Ha deoc'h-c'hwi da gas ho evezhiadennoù, ar berzhidi a c'hell bezañ aktourien ivez oc'h ober fotoioù, evezhiadennoù, kinnigoù ...
M'ho peus c'hoant gouzout hiroc'h, kit war lec'hienn ar festival :
pe sellit pizh ouzh ar program da heul :
"D'al Lun 23 a viz Eost, da 9 eur noz er selaouva": Abadenn filmoù e brezhoneg, istitlet e galleg. 2 film nevez gant Bastien Gwilhou : Ti Tilly siri hag Ur Skragn en Uhelgoad Gant Youenn Vras, ur film gant Jean-Charles Huitorel war Youenn Gwernig. E Skeud kanañ, kentañ film Jérémy Véron, war ar vreudeur Morvan.
"D'ar Yaou 26 a viz Eost, da 11 eur en TYS" : Ur sell war ar c'hrouiñ e brezhoneg : un abadenn ispisial gant un tañva deus ar rummadoù filmoù nevez-krouet (istitlet e galleg). Brezhoneg bemdez, gant Lionel Buannic Krouiñ Deklik, gant Frañs 3 Breizh Ken tuch' (eil bloavezh), gant Lionel Buannic Krouiñ L'Ouest en mémoire : lec'hienn an INA gant dielloù e brezhoneg Micherioù ar c'hleweled, gant Frañs 3 Breizh Pennoù pentur, gant Gwengolo Filmoù Saga Brittia, gant Lionel Buannic Krouiñ Hag a-raok an holl… Istorioù Breizh, gant Frañs 3 Breizh ha Pois Chiche Films Mad pell 'zo, gant Kalanna Production, TV Roazhon 35, Tébéo ha Ty Télé
"Ha bemnoz, dindan an deltenn vras, adalek 10 eur noz", aktu video ar festival gant Gwagenn TV.
Hag evit echuiñ ar sizhunvezh, "d'ar Sadorn 28 a viz Eost, da 9 eur noz er selaouva", e vo skignet ar film faltazi berr.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !