Ganet eo ar gouel-mañ tregont vloaz 'zo, gant tud a youl-vat Diwan. Kelc'h keltiek Lannejen, kanerien ha sonerien ar vro (Pensec/Belon ha Miniou/Salvar), merc'hed yaouank skoliataet e Diwan

Ganet eo ar gouel-mañ tregont vloaz ' zo, gant tud a youl-vat Diwan. Kelc'h keltiek Lannejen, kanerien ha sonerien ar vro (Pensec/Belon ha Miniou/Salvar), merc'hed yaouank skoliataet e Diwan (Manaly ha Nolwenn), ar strollad Turian. Kinniget e vez d'an dud mont da vale war bord an aod gant ur charaban, da c'hoari gant c'hoarioù hengounel Breizh. Desket e vez dezho dañsoù ar vro, hag e vez debret war al lec'h, krampouezh, soubenn pesk, lard rostet ... a-raok dañsal evit ar fest-noz. Er maez, gant ma vo brav an amzer, e-barzh sal ar gouelioù Kloar, ma rafe glav.

Digoust evit ar vugale, 3 euro evit mont e-barzh mod-all.

Pep bloaz e pep korn ar vro e vez aozet gouelioù ha rastellet arc'hant evit ma c'hellfe 3200 bugel (ur c'hresk a vo ar bloaz-mañ c'hoazh) bezañ skoliataet en un doare deread.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...