33 gwech kant den a youl-vat o labourat, evel e pep korn Breizh evit ur skol e brezhoneg evit an holl

33 gwech kant den a youl-vat o labourat, evel e pep korn Breizh evit ur skol e brezhoneg evit an holl

Lakaat skritelloù, pellgomz d'an holl re evit fardañ krampouezh, sellout ouzh an oabl evit gouzout ma rafe glav... mod-se e vez bevet an hañv e Breizh evit Yann ha Marjan a youl-vat evit kevredigezhioù ar vro.

Klask implij produioù ar vro, bleud gwinizh du Breizh, mont e darempred gant produerien chistr, bier e kichen Kloar. Lakaat tud a oar ober gant kezeg da zont, tud a blij dezho ar gouren, lakaat traktoù war otoioù an dud a zo aet da gourronkañ. Evit an draezhenn e vo ret da Varjan ha Yann gortoz c'hoazh...

Ha degemer an douristed, ha tud ar vro ivez. Evit debriñ asambles, evit dañsal hag eskemm e galleg, saozneg, alamaneg. Evit dastum arc'hant ivez, peogwir, ma ne vefe ket gounezet un tamm arc'hant bep bloaz, e meur a lec'h, e meur a skol, penaos e vefe aet Diwan war raok ? Hag e touez ar skipailhoù tud a gomz brezhoneg en dro, ar re vras hag ar re vunut, evit labourat, evit ar blijadur...

D'ar gwener 25/07 da 7e noz

  • pred krampouezh, kotriad, soubenn pesk, far
  • gouren, c'hoarioù Breizh
  • kelc'h keltiek Kloar, Lanijen
  • fest noz gant Kanvaled Kerne, Miniou/Salvar, Billon/Penseg

Evit mont e-barzh : 3 euro

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...