328 vues

E sal vras e kichen ar skolaj Diwan, hanterkant skolajiad aketus o selaou Goulc'han, 500 skolajiad ha lisead o deus votet evit o levr muiañ karet

E sal vras e kichen ar skolaj Diwan, 120 skolajiad aketus o selaou Goulc'han Kervella. Disoc'h ar votadeg 500 skolajiad ha lisead Karaez, Kewen, Ar Releg, Gwiseni e oa evit o levr muiañ karet

Ar re 6vet, da gentañ, ha da c'houde ar re bevare ha trede. O selaou daou skrivagner, Goulc'han ha Paskal Hervio deuet da lidañ an unnegvet Priz ar Yaouankiz. An daou levr a zo bet dibabet : hini Goulc'han Kervella "Mellfeta e Plougastell" evit ar re vras (pevare, lise) hag hini Mael Poulossier hag e mignoned lise Lann er stêr evit "Ar bed nevez".

Ar prizioù

Priz ar Yaouankiz 6vet/5vet

1- "Ar bed nevez", Mael Poulossier, Gwenn Audic, Maiwen Le Verge

2- "Ur vaot en oabl", Paskal Hervio

Priz ar Yaouankiz 4re/lise

1- "Mellfeta e Plougastell", Goulc'han Kervella

2- "No pasaran", Jakez-Erwan Mouton

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...