Da youlidi ar Redadeg Da gentañ penn e lâromp deoc'h trugarez vras evit ho perzh e aozadur Redadeg 2018. Met lâret n'eo ket tout ! Fell a ra deomp ouzhpenn-se pediñ ac'hanoc'h d'ur fest aozet d'ar Sadorn 10 a viz Du evit bodañ youlidi ar Redadeg. Kaset vo ar programm deoc'h benn nebeut. Ma plijfe deoc'h anveout gwelloc'h mont en-dro ar Redadeg e pedomp ac'hanoc'h da gemer perzh en hon...

JPEG - 488.6 ke Da youlidi ar Redadeg Da gentañ penn e lâromp deoc'h trugarez vras evit ho perzh e aozadur Redadeg 2018. Met lâret n'eo ket tout ! Fell a ra deomp ouzhpenn-se pediñ ac'hanoc'h d'ur fest aozet d'ar Sadorn 10 a viz Du evit bodañ youlidi ar Redadeg. Kaset vo ar programm deoc'h benn nebeut. Ma plijfe deoc'h anveout gwelloc'h mont en-dro ar Redadeg e pedomp ac'hanoc'h da gemer perzh en hon emvod kentañ d'ar Sadorn 20 a viz Here, e Karaez, ivez. - 10e-12e30 : degemer ar re nevez > ober anaoudegezh, aozadur ar Redadeg (live lec'hel ha live Breizh), respont d'ar goulennoù… - 12e30-2e : pred rannet - 2e-4e30 : emvod-meur ar Redadeg (digor d'an holl, met dav eo bezañ ezel(ez) evit votiñ). Trugarez da lâret deomp an abretañ ar gwellañ hag-eñ veoc'h gwelet pe get. Evidomp prientiñ hon emvod-meur bloaziek e kinnigomp deoc'h respont d'ur sontadeg berr. Hervezoc'h, petra eo palioù pennañ ar Redadeg evit ar bloavezhioù da zont ? Trugarez da respont d'ar sontadeg en linenn d'ar Meurzh 16 a viz Here d'an diwezhatañ, amzer deomp dielfennañ an disoc'hoù a-raok an emvod-meur. Ho respontoù a sikouro ac'hanomp da zibab ha da dapout divizoù evit dazont ar Redadeg (war an aozadur, war an arc'hant, war ar c'hehentiñ…). A wir galon, Leïla Simon ha Jerald ar Gov, kenbrezidanted ar Redadeg **************************************************************

Ce communiqué est paru sur Ar redadeg