Etre ar 16 hag an 18 a viz Ebrel o deus kemeret perzh Bretoned er « c'hCeltic Media Festival » (voir le site) e Gaillimh (Galway) e Bro Iwerzhon. Izili eus Dizale, Gwagenn TV, Kalanna produksion, Brezhoweb ha Kuzul Rannvro Breizh a zo aet da Vro Iwerzhon evit eskemm mennozhioù, kinnig traoù ha diskouez an intruduoù nevez a vez kemeret e Breizh e bed ar c'hleweled. Goude bezan gwelet studioioù TG4, ar chadenn skinwel en iwerzhoneg, ar Vretoned (nemet brezhonegerien) o deus selaouet prezegennoù ha daeloù a bep seurt diwar-benn bed ar c'hleweled er broioù Kelt. Ar festival-se a zo bet ivez un digarez evit ober ar poent diwar-benn bed ar c'hleweled e brezhoneg.
Hiriv eo bet kinniget e brezhoneg hag e saozneg al labour bet graet e Breizh er mare-man. Iwerzhoniz, Skosiz, Kembreiz, Kerneveuriz ha Manaved o deus bet tro da welout war ur skramm bras al labour kaset da benn gant ar c'hevredigezhioù hag ar stalioù produksion. Kinniget eo bet tammoù eus:
Ken Tuch' (Dizale ha LBK) Brezhoweb Strak (Kalanna) Shakespeare in Love e brezhoneg (Dizale) Film Gwagenn TV diwar-benn an dilennadegoù ti kêr e Roazhon (graet gant Padraig Féroc)
Kinniget eo bet Gwagenn TV hag e raktresoù gant Gwenvael Jéquel he frezidant. En e brezegenn e saozneg en deus displeget eus pelec'h e teu Gwagenn TV ha petra eo ar palioù. Pouezhet eo bet war ar fed n'eo ket echu ar stourm evit ar brezhoneg memes ma traoù a zo bet gounezet. Displeget en deus ivez n'eus ket da c'hortoz an traoù evit o c'haout, ret eo ober anezho, dreist holl a-fed ar brezhoneg.
Sellit ouzh ar Video (1 e 11) war (voir le site)
Dalc'het e vo ar bloaz o tont ar Festival e Bro Gembre. Klasket e vo kas muioc'h a Vretoned eno ha kinnig muioc'h ha raktresoù a-benn krenvaat al liammoù gant ar Broadoù Keltiek all.
Eus an devezhioù kentelius ha frouezhus-se e vo graet ur film evit Gwagenn TV...evel just !