Ti ar Vro Gwened gant Daoulagad Breizh ha Zoom Bretagne a ginnig deoc'h skignadenn ar film NOZ, sevenet gant Soazig Daniellou : Ur film-hir faltazi divyezhek, istitlet e galleg.
An istor : "Pemzek vloaz eo Mael pa ra anaoudegezh gant Kevin, ur mignon yaouankiz d’e vamm, nevez distro da v/Brest. Met strafuilhet eo Liza a gred eo Kevin pennkaoz marv he breur gevell Lomig da ugent vloaz. Evit gwareziñ he mab e ranko Liza talañ eus un amzer dremenet bet diverket ganti eus he memor."
Eskemmoù e fin ar film gant ar sevenourez Soazig Daniellou.
gant : Clarisse Lavanant, Judikael Tual, Yann-Edern Jourdan, Thomas Cloarec, Lula Gurriec, Loïc Jadé, Seydina Diouf, Sarah Bridel, Laors Skavenneg, Aziliz Bourgès. padelezh : 95 minutes Ur film skrivet gant Soazig Daniellou hag Aziliz Bourgès, produet par Anna Lincoln
Ur genproduiñ Kalanna, France Télévisions, Tébéo, TébéSud, TVR, Brezhoweb gant souten Rannvro Breizh, Ar Redadeg , Procirep-Angoa, ha Centre National du Cinéma et de l’Image animée.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !