Publié le 30/10/22 14:41 -- mis à jour le 30/10/22 14:41
Skrivet gant Marie Josée Christien ha troet gant Jil Penneg, al levr "Gwernioù kuzhet" a zo ur blijadur da lenn. Fotoioù brav-eston Yann Champeau, bed kuzh lanneier Menezioù Are, a lak al lenner da veajiñ er bed-mañ hag er bed all...
Er pennad-stur, digoret eo ar vro burzhudus-se gant Guy de Maupassant (Le Horla, 1887) : "N'eus netra boemusoc'h, spontusoc'h a-wechoù eget ar Yeun. (...) Rak daous ha n'eo ket en dour chag ha fankek, e leizhder ponner an douaroù gleb dindan tommder an heol ma fiñvas, ma trivlias, ma tigoras e gouloù an deiz had kentañ ar vuhez".
Dibenn-pred a ro c'hoant da vont pelloc'h er friko. Da vont gant ar poltreder war hentoù kuzh ar Yeun, dindan an erc'h, fiñvadegoù an dour, e lenner barzhoniezh verr Marie-Josée etre an haiku hag an tanka, kuzh heol war lenn Brennilis gant "c'hwezh ar soufr". Lann ha brug gant takennoù glizh warno, orkide ha taouarc'h, al latar hag ar vrumenn a lak ar varzhez da lavarout : "Glav ha latar / stnaket ar gweled / pelec'h e krog / hag e echu ar wern ?".
Embannet gant Editions sauvages e dastumadeg "Carrés de création", graet e oa bet ul labour brav gant ar skipailh. Marie José a labour kalz evit lakaat ar varzhoniezh da vout lennet, embannet, e bro Kemper, e karg eus ar gelaouenn vloaziek SQpered gouez, skrivet ganti un hanterkant bennak a levrioù barzhoniezh.
lec'hienn : mariejoseechristien.mon site-orange.fr
Gwernioù kuzhet, Editions sauvages, 2022, moullet e Breizh gant Ouest-Helio
- Utiliser le breton en dehors de l'école ? - 4 Munud e Breizh par BREZHOWEB le 19/01/2023
- Katell Chantreau: treuzkas ar brezhoneg er familhoù par J-L Le Floc\'h le 14/01/2023
- Galv an UDB : al leve da 64 vloaz, follentez ! par Kerne Multimedia le 14/01/2023
- Kroget eo koulzad nevez Foeterien war Brezhoweb ! par BREZHOWEB le 09/01/2023
- Kenstrivadeg haiku : daou viz a chom evit kas ho re ! par Kerne Multimedia le 04/01/2023
- Bloavezh mat d'an holl gant sonerezh, dañs, plijadur ! par Kerne Multimedia le 02/01/2023
- Pennadoù lennet an aliesañ war an ABP par Kerne Multimedia le 30/12/2022
- Des films d'animation en breton pour toute la famille sur Brezhoweb ! par BREZHOWEB le 23/12/2022
1 | 0 | Tweet |
![]() |