74 vues

Tri bloaz'zo e Pondi ne chome 'met ur pemp konter bennak e brezhoneg. E 2016 e oa 14 konter, kozh ha youank o kontañ marvailhoù d'an arvesterien. E bro Euskadi

Tri bloaz'zo e Pondi ne chome 'met ur pemp konter bennak e brezhoneg. E 2016 e oa 14 konter, kozh ha youank o kontañ marvailhoù d'an arvesterien.

E bro Euskadi e vez studiet pinvidigezh geriaoueg ar vugale o lakaat anezho da gontañ (Ibon, Itziar, 2016), e Breizh e vez implijet kalz re nebeut un arz kozh evel mabden, hep gouleier na venveg sonerezh : ar vouezh, ur c'horf, hag un istor.

Ur yezh, un doare da soñjal, ur jeant, un andouillenn, traoù dastumet er vro, pe adimplijet e broioù all. Selaouomp neuze istorioù bugale skol Diwan Kemperle.

Piv oar, 'benn nebeut e vo ken niverus ar gonterien hag ar ganerien ? Hag aze vo gwelet tud oc'h implij ar yezh, hep gouzout un destenn dre eñvor, kement a istorioù brav a zo e Breizh, hag e lec'h all !

Ha ma vefe graet evel e bro Skos : un ti "fairy tales", ur stummadur solud evit ar gonterien, konterien e pep skol... ? Pe sikour ar gelennerien da implij muioc'h ar c'hontañ evit sikour ar vugale da zislipañ frazennoù hir, en amzer dremenet, pennadoù fromus bevet gant un arroz bihan evelto ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...