Haiku Naig skeudennaouet gant Fañch Langouët
Haiku Naig skeudennaouet gant Fañch Langouët © Domaine public

Evit ar pedervet gwech e c'hellit skrivañ un haiku bemdez war ar bajenn féa gant ar ger roet deoc'h da 9e vintin, e brezhoneg hepken

Evit ar pedervet gwech e c'hellit skrivañ un haiku bemdez war ar bajenn féa gant ar ger roet deoc'h da 9e vintin, e brezhoneg hepken

"Haiwrimo", "le mois du haiku", e meur a yezh e vez aozet miz ar varzhoniezh, alies ar berrañ miz ar bloaz, miz c'hwevrer, kar an haiku zo ar berrañ barzhoneg a zo er bed... Abaoe tri bloaz, emañ ar gevredigezh féa (Priz ar Yaouankiz, Priz ar Vugale, Kenstrivadeg haiku Festival Taol Kurun, Tro Dro, Chadenn Tro Dro Dit, TV Bro Kemperle...) e penn an aozadur.

Simpl-tre eo. Ur ger nevez a vez roet bep mintin a-hed miz meurzh, deoc'h-c'hwi da skrivañ un haiku ha d'e lakaat en linenn war ar bajenn facebook "Féa". N'oc'h ket rediet da gemer perzh bemdez. Er fin e vez kaset d'an dud renabl an holl haiku bet savet. Embannet e oant bet div wech el Liamm miz Eost.

Kemer a ra perzh an Haikskrivmeurzh aozet b'an Arhanaou a-drugarez da Vai Ewen ha da Féa, e Miz ar brezhoneg aozet gant Ti ar Vro Bro Kemperle.

D'ho touchennaouegoù neuze !

ger ar 01032021 : anv

https://www.facebook.com/F%C3%A9a-357286834458225

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...