ludu
ludu

D'ho pluennoù ! Bemdez e-pad ur mizvezh, betek an 31 a viz Meurzh e vo kaset haiku war an tem roet bep mintin

D'ho pluennoù ! Bemdez e-pad ur mizvezh, betek an 31 a viz Meurzh e vo kaset haiku war an tem roet bep mintin.

An trede bloavezh eo. 'Bloaz paseet un daouzeg bennag a skriverien a gase haiku war an 31 ger a oa bet kaset dezho. Gant ma vint niverus ar bloaz-mañ evit aloubiñ ar web gant keloù mat ha gerioù e dilhad Sul gant an haiku nevez skrivet !

D'ar c'hentañ a viz Meurzh : al ludu ar bajenn evit kas ho haiku ha lenn anezho : https://www.facebook.com/F%C3%A9a-357286834458225/

Eostad ar bloaz paseet :

Haiwrimo – Haiskrivmiz

01 03 2016

E-touez ar geot loenedigoù a bep seurt saout o taskiriat. Kirill Giraudon

Ur palenn war ar geot Buoc'hig-doue O redek war ma c'hroc'hen. Gwenvred Latimier-Kervella

Geotenn ar werc'hez levr kozh Jakez Riou poultrenn hag awen. Milena Krebs

Tamm ha tamm e teu ar geot lentik ha tener en nevez amzer. Regine Guillamot

E-kreiz geot ar c'hleuz e tihun lentik promesa an hañv. M.Ewen

02 03 2016

Kamp repuidi daeroù c'hwerv ar bugel o ouelañ d' e vamm. Kirill Giraudon

Heol el liorzh blaz c'hwerv war an teod mat e vo ar chistr. Milena Krebs

Pegen mantrus eo darvoudoù c'hwerv er bed holl en nevez amzer. Regine Guillemot

War daol ar gegin Ma banne sitroñs tomm, C'hwervoc'h heol miz Meurzh Annaig K

Ar goañv o pellaat, aet he c'haredig ac'hann, c'hwerv he soñjoù. isabel Araujo

Difoupet an naer diouzh he zoull klouar - eñvorioù c'hwerv. M.Ew.

C'hoant pellgomz d'am mamm-gozh blaz c'hwerv ar wirionez ma-unan on bremañ. Gwenvred L.

03 03 2016

Ened Douarnenez ur maskl Zorro war e fas fier-ruz ar mous. Kirill Giraudon

Bev bev mik dindan maskl ' c'hroc'heneg Kernitron al lann. Milena Krebs

Ha tennet e vo maskl an demokratelezh ? fas gwirion Bro-C'hall. Kirill Giraudon

Maskl kartoñs an ened Daoulagad hep sell - Spont ar bugel. M.Ew.

Ger ar 04 03 2016 : ar pintig

Kousk-ahez er jardin un abadenn a-feson kan skiltr ar pintig. Kirill Giraudon

Ar pintig er gwez ' baouezo ket da gano daoust d'ar skorn. MK

Pintet ar pintig war skourr an halegenn ar richer a red. ME

Ger ar sadorn 5 a viz Meurzh 2016 : chom

Chom bev, chom plom setu ar pezh a lâr, trist an intanvez nevez. MK

Chom pe monet kuit kenderc'hel pe koll kalon amañ 'mañ an dalc'h. Regine Guillemot

Chom hep fichal gourvezet war ar prad dindan an neñv dinamm. Mew.

Koumoul o redek chom da sellout outo ar wennili gentañ. Kirill Giraudon

Ger ar sul 06 03 2016 : aon

Aon bras da goll e skiant hag e vuhez gwriet e vuzelloù. MK

Skeudennoù diniver naonek a beoc'h - aon rak an estren. ME

War an treuzoù, chomet seizet ma c'harantez, Aon rak he nerzh Annaig K/

Soniri skiltr ar pellgomz e-kreiz an noz, kofad aon du. Annaig K/

Ger al lun 07 03 2016 : an erc’h

Un tamm paper gwenn evel an erc'h war ar maez perak louzañ 'nañ ? MK

Didrouz eo pep tra erc'h 'zo bet war ar vro kened eo pep tra. Kirill Giraudon

Ebola zika evel ar vosenn gwechall aon 'zo da gaout. Kirill Giraudon

Salud gwenn ar foeon pleget o fennoù aour, alazig mil pok erc'h. Annaig K/

Gwenn ha klet Menez Bre dindan e c'holc'hed erc'h Sevel ri Gwenc'hlan ? Annaig K/

Didrouz an erc'h o nijal e pluennoù - Mougañ ' ran. Mai Ewen

Ger ar meurzh 08 03 2016 : gouelañ

Teulfilm en ordi : o ouelañ dourek, dirak karantez daou baotr. MK

Kerezenn o ouelañ gant an avel, daeloù roz em blev. Annaig K/

Sonennoù lirzhin ha tonioù evit gouelañ musik Iwerzhon. Kirill Giraudon

Ger an 09 03 2016 : Labous-mor

Chomet hep tamall an avel vor hag ar glav bout ul labous mor. MK

Barrad-amzer ar mor ' tiswennañ - diseblant al labous-mor. Mew

Al laboused-mor puchet war ar groashent-tro kemenn gwallamzer. Kirill Giraudon

Tro-dro d'al lastez emgav al laboused-mor sal-debriñ nevez. HL

Ger an 10 a viz Meurzh : Bale

Bale disoursi o selaou an douar : un dihunig glas. MK

Merc'hig ha mamm-gozh, dorn-ha-dorn o varvailhat, tenerat bale ! Annaig K/

Bugel diarc'hen, kammedigoù diasur, Trec'h meur ar bale. Annaig K/

Bale dre al lann skrilhed hag alc'hwedered a son a bep tu. Kirill Giraudon

Ar vale eeun War-zu ar bez - Dec'h c'hoazh oan bugel. M Ew

Bale en avel kezeg skreved herlegoned er memes park. KG

Brav ez eo bale A soñje ar verienenn Tost eus ar maen-sukr HL

Ger ar gwener 11 a viz Meurzh : al loar

Lagad bras an troll forest an Hedad, loar va bugaleaj. MK

Grilhed ha raned a lid al loar-gann o sevel frond ar wezenn-dilh. Kirill Giraudon

Ganin 'hed an hent ur vignonez a-feson al loar-gann ken splann. KG

Echu an emvod straedoù didud ar gêr vras falz lemm-aour al loar. Annaig K/

War o z-hirt du yud ur bleiz d'al loar-gann stourm an Indianed. Annaig K/

Tavet ar gaouenn, ar bed en deñvalijenn, mougadenn al loar. Izabel Araujo

Loar-gann yudal ar spont difoupet diouzh ar bugaleaj. M.Ew.

Sklêrijenn al loar war al liorzh vras didrouz peoc'h misterius HL

Ger ar sadorn 12 a viz Meurzh : ar big

Kan divalav : ar big a glask 'ar an hent restachoù an noz yen. MK Staj brezhoneg hiziv lorc'h an alarc'h war ar stêr pig pe vran a gan. Regine Guillemot

Ragach kreñv div big heuliad nijadennoù berr lez pe vreutadeg. HL

Piged ar c'harter bodet dindan an dervenn ragach ha safar. Jirill Giraudon

Eus ar gerezenn betek ar binenn ragach ar big saverez. M.Ew.

Ger an 13 03 2016 : ar velion(enn)

War ar c'hlazenn c'hleb stergannet a velion perlez ametist. Annaig K/

An douzerez geot a-dal d'ar velionenn vrav trec'h ar goantenn vresk. HL

Ar melion bihan 'barzh da oto n' o gwelez ket a-hed ar c'hleuzioù. Kirill Giraudon

Melionenn sukret, boked uvel ar c'hleuzioù, madig ar bugel. Izabel Araujo

Fleur glas-wenn ar voger evel ur velionenn vras echu eo ar goañv. MK

Ger al lun 14 03 2016 : klask

Raden sec'h beuzet dindan ar glav klask a ran ma hent. MK

Klask hag e kavi Striv hag e teui a-benn 'Rabat koll kalon. Regine Guillemot

Bugale laouen strewet e liorzh Mamm-gozh o klask vioù Pask. Hervé Latimier

Ger ar 15 03 2016 : karr-samm

Paz ar c'hozh karr-samm flaer gazol gantañ - analañ ar rannigoù fin. M.Ew.

Ger ar 16 03 2016 : yen (ijenn)

Yen-ki an amzer a soñj ar c'hazh o kousket e-tal an oaled HL

War e galon noazh o c'houlenn an aluzenn, digasted yen-sklas. Annaig K/

Ger ar yaou 17 a viz Meurzh : park

Galv dous ar plac'hig An tad-kozh e foñs ar park Poent eo debriñ lein HL

Anvioù kantvloaziek ! parkoù freuzet, distrujet, trec'h an ankounac'h. Annaig K/

Park an Dimezell touzet ha teilaet

  • Keuz da frond ar melchon.
M.Ew.

Mesk-ha-mesk er park saout hag herlegoned gwenn oabl gris fin ar goañv. Kirill Giraudon

18 oabl, neñv

Selloù direbech par d'un oabl digatar met piv eo an toueller ? Annaig K/

Tra ma paro an heol warnomp pep hini d'e dro 'Vo kalon er vro. Rejin Guillemot

Lamm-froud yen marzhus bannoù an heol o c'hoari kanevedenn fru. HL

Kammedoù kentañ war an traezh klouar ha gleb, boulc'het hent ar bugel. Annaig K/

Divfronell klouar, c'hwirinadenn veure, flourig d'am c'hazeg. Annaig K/

Traezhenn wenn, dour sklaer neuial tostik d' hor c'hezeg mor klouar Bro -C'hres. HL

Glav ebet, skorn o wennaat an douar, hag ar bronsoù tener. MK

Teñval-sac'h an oabl ur barrad-glav o tommañ uhel eo ar mor. Kirill Giraudon

Er skol e skriv, dre ar prenestr, an heol gwenn ar varzhez eizh vloaz. MK

Digor war ar bed ha war jeu ar vuhez daoulagad ar barzh. Kirill Giraudon

Richan an evned Barzhed diaes da gompren Bamus koulskoude HL

Mammig he skoaz tener ' gemer chagrin karantez he c'hennardez. M.Ew.

Start bezañ krennard koulskoude e chom tud zo a-hed o buhez HL

Mut, serret warni ne wel ket ar vuhez o tihun. ne zebr ket mui netra. MK

C'hoantoù o dazont evel bigi distabil war-raok ? war-gil ? Annaig K/

C'hwil-derv miz Mae mezv gant ar spern-gwenn e bleuñv aet eo da gousket. Kirill Giraudon

War an dervenn gozh delioù bihan glas-tener burzhud fin miz Meurzh. Kirill Giraudon

Hag ankouaet hon eus omp bet krennarded ivez adober ar bed. Kirill Giraudon

500 bloaz 'bord ar stêr brankoù torret, ruskenn galet Rouanez gwez-derv. MK

Difiñv war ur bank, Dindan bolz an derwenn gozh, He selloù kollet. Izabel Araujo

C'hwil-derv miz Mae mezv gant ar spern-gwenn e bleuñv aet eo da gousket. Kirill Giraudon

War an dervenn gozh delioù bihan glas-tener burzhud fin miz Meurzh. Kirill Giraudon

E skeud an dervenn N'eo ket torret nerzh an deiz Evajoù war an daol. HL

War ar blasenn vras red ha kej tud ar bourk, feal, an dervenn. Annaig K/

Lugan, fulor ruz, dibunadeg er straedoù an heol o c'hoarzhin. Annaig K/

Evel ur rouanez kaerat gwezenn stad enni an dervenn habask. Regine Guillemot

'N desped d'an amzer daoust da galetat keloù c'hoarzhomp a-bouez penn. Regine Guillemot

Frond ha koroll stlejerioù karget a deil - an heol o c'hoarzhin glas. Mai Ewen

C'hoarzadegoù mouk e kreiz ar c'hlas, dirollet daeroù kuzhet dezhe. MK

Kalz vioù-koukoug A-stlabez er romantoù Hurlink embanner HL

C'hoarzhin a ra vad er bed a-vremañ, siwazh alies c'hoarzh glas. HL

Buan, paotr Leclerc a skarzh uioù chokolad : echu foar Pask. MK

Brall ar c'hleier vioù poazh livek pennadig a beoc'h. M.Ew.

'Istribilh er gwez kuzhet er geot vioù c'hoarzh ar vugale. Kirill Giraudon

Koeñvet eo ar mor fru strink hag eon diroll skreved o c'hoarzhin. KG

Gwelet konifled O tañsal plin kreiz an noz Ed-du betek re HL

Ur c'had dirazon an oto e brumenn an noz bras evel ur c'hi. PK

Bale el lanneg konifled o c'haloupat o lost bihan gwenn. KG

Strewet el liorzh lapinigoù chikola

  • Joa digoachet.
Mai Ewen

Sonerezh Brieg war leurenn Glenmor - liseidi dirollet da vat. MK

Dirollet an avel ar goumoulenn bounner ' ziskarg he fulor. M.Ew.

'Kreiz ar gorventenn ur bern tud oc'h enrollañ ar mor dirollet. KG

Daoust d'al ludu d'an teilh, d'ar parkeier mouk glas tener an delioù. MK

Mousc'hoarzh tener an heol ' skediñ war ar Bed - Ne bado ket. M.Ew.

Strewet e pep lec'h broñsoù ha delioù tener barr-amzer diroll. KG

Bugale laouen brezhoneg leun o genoù n'eo ket echu. MK