Hanna Visko, bet kelennerez en Ukraina ha divroet abalamour d’ar brezel
Reportage de Anna Mouradova

Publié le 9/06/22 14:43 -- mis à jour le 09/06/22 14:43

Studiet ez eus bet ganti istor, sevenadur ha lennegezh broioù keltiek en Ukraina e-pad dek pe pemzek vloaz dija. Ne c’heller ket lavarout ez eus kalz a enklaskerien war an dachenn-se en Ukraina, rak ne reont nemet kregiñ ganti. Koulskoude a-raok ar brezel e veze kalz studierien ha kelennerien ivez dedennet gant prezegennoù an enklaskerien eus meur a vro. Bremañ, siwazh, e vo ret gortoz fin ar brezel evit adkregiñ gant studioù keltiek en Ukraina. E-keit ha m'eo bev ar gelennerien e kendalc’h ar vuhez e Skolioù-Meur Ukraina, rak tu a zo da gelenn dre Internet evel da vare ar c'hleñved-red.

N’eo ket Hanna Visko evit koll ar spi daoust dezhi bezañ o chom e Bro-Alamagn evit poent, pell eus Ukraina. Asantet he deus ober ur pennad-kaoz evit an ABP.

[ABP] Hanna, ha gallout a rit lavarout d’hon lennerien piv oc’h-c’hwi ha pelec’h emaoc’h o labourat ?

[HV] Me a zo Hanna Visko ma anv. A-raok hag e-pad ar brezel on bet hag e choman atav kelennerez war an alamaneg e Skol-Veur ar Mor Du e Mikolaiv, Ukraina. Ouzhpenn-se e kenlabouran gant Kreizenn ar studioù alamaneg e Mikolaiv hag a zo staget ouzh Goethe Institut.

[ABP] Penaos ha perak oc’h deuet da vezañ dedennet gant ar Gelted hag ar yezhoù keltiek?

[HV] P’edon studierez on bet dedennet da gentañ gant sonerez ha kanaouennoù, un doare pop-music. Klevet em eus kanaouennoù en iwerzhoneg, e kembraek, e brezhoneg, hag e skoseg. Dedennet e oan gant sonioù dianav, an doare-skrivañ nevez evidon. Setu penaos on bet krog da zeskiñ ar yezhoù. Tañvaet ’m eus an iwerzhoneg, ar c’hembraeg hag ar brezhoneg. Dibabet em eus ar brezhoneg dreist-holl abalamour da sonioù kaer, a soñj din. Sonerien eus Breizh a blij din muioc’h eget re eus broioù all. Hag ivez dindan levezon Anna Mouradova emaon o labourat ganti en un doare frouezhus-kenañ, abaoe dek vloaz betek henn. Krog on da lenn levrioù digant skrivagnerien Breizh koulz e brezhoneg hag e galleg. Skrivet em eus ur pennad diwar-benn Auguste Brizeux. Bremañ emaon o lenn e brezhoneg. Krog e oan gant oberennoù Per Denez. Met a-raok ganedigezh va mab, seurt traoù-se ne oa evidon nemet un dra bennak a raen evit va flijadur. Met goude bet distroet da labourat er Skol-Veur en-dro em oa divizet e vefe al lennegezh e brezhoneg un dra sirius evidon, un dra hag a fell din studiañ da vat.

[ABP] Peseurt yezhoù all a vez studiet e Skol-Veur ar Mor Du ?

[HV] E rann ar yezhoù hag al lennegezh e lec’h ma oan studierez hag e lec’h m’emaon o kelenn bremañ, e oa a-viskoazh tu da zeskiñ meur a yezh: saozneg, alamaneg, galleg, spagnoleg, italianeg, hebraeg, bulgareg, poloneg, turkeg, sinaeg ha japaneg. E-pad pemp pe c’hwec’h vloaz e c’hall pep studier deskiñ teir yezh. Hag e fin ar studioù eo pep hini gouest da lenn oberennoù lennegel e yezh a-orin. Dre m'eo ar yezhoù ken niverus hag ivez ken digor spered ar renerien - dreist-holl hon rener Dr. Aleksandr Pronkevitch, ur skiantour dispar anezhañ, hag a labour war dachenn al lennegezh spagnolek - ez eus tu deomp ober enklaskoù ha deskiñ yezhoù ha ne vezont ket anavezet kalz du-mañ.

[ABP] Bremañ siwazh n’eus ket tu da genderc’hel gant seurt traoù, a gav din. Da vare ar brezel ne vez ket dedennet an dud gant al lennegezh hag ar yezhoniezh, ha ret eo bet deoc’h kuitaat ar vro. Petra a rit bremañ ?

[HV] Pa grogas ar brezel da vat ha krog Rusia da aloubiñ Ukraina d’an 24 a viz C’hwevrer 2022 ez eo ret din, ha d’am mab pemp bloaz dezhañ, chom er repu dindan an douar evit en em guzhat e-pad bombezadegoù. Kement-se a badas teir sizhunvezh ha goude se e oe ret deomp kuitaat ar vro. Rak chom e Mikolaiv a oa dañjerus-kenañ. Edo an alouberien rusian oc’h argadiñ hon kêr bemdez. Al lodenn vrasañ eus va familh a zo chomet e Mikolaiv. Skoazellet on bet gant va c’heneilez a zo kelennerez e DAAD, Nina Kreher hec’h anv. Da gentañ omp bet pedet da chom en he zi en Ingolstadt ha goude se omp aet d’ar gumun Walting/Pfunz e lec’h m’emaomp o chom abaoe miz Meurzh 2022. Disheñvel eo ar vuhez pemdeziek amañ, n’eo ket evel du-mañ en Ukraina. Kavet em eus an tu da lakaat va mab er skol-vamm e kêr Bellingries. Dav eo din mont di dre ar c’harr-boutin. An hent a bad tri c’hard eur, ha tri c’hard eur all evit distreiñ. Deskiñ a ran dezhañ an alamaneg un tamm bihan. Kompren a ra tamm pe damm. Lavarout a ran gerioù dezhañ, pas frazennoù berr. Emaon o labourat evel kelennerez war alamaneg evit skolidi eus Ukraina. Evit lakaat anezho gouest da vont d’ar skol gant skolidi alaman e miz Gwengolo. Renerien ar skol, dreist-holl an Itron Nolte-Hartmann, o deus skoazellet ac’hanon evit kavout ar skol-vamm evit va mabig,

Kenderc‘hel a ran ivez gant va labour e skol-Veur ar Mor Du. Spi am eus e vo tu din distreiñ d’am bro hag adkregiñ gant va labour a blij din kalz. Evit adkavout buhez ha startijenn va alma mater. Ober a ran troidigezhioù a-wechoù hag ober un tamm skoazell evit an dud all.

[ABP] Penaos e vez degemeret ar repuidi eus Bro-Ukraina ?

[HV] Skoazellet omp gant meur a zen eus hon kumun. Perc’henn an ti emaomp o chom amañ, Anton Jager e anv, en deus degemeret ac’hanomp en un doare hegarat-kenañ. Ober a ra e seizh gwellañ da lakaat hon buhez aesoc’h c’hoazh. Kelenner an arzoù-kaer war e leve eo Aotrou Jager. Gouzout a ra peseurt mod labourat gant skolidi ha gant bugale vihanoc’h ivez. Chañs hon eus bet e gwirionez da gejañ ouzh un den ken tomm e galon ouzh tud eus broioù all. Kontañ a ra deomp istorioù dedennus diwar-benn e labour. An dud amañ, ar re emaomp o kaozeal ganto a zo a-enep pezh a ra Rusia en Ukraina. Glac’haret int evidomp ha fellout a ra dezho klevout penaos omp tec’het kuit eus Ukraina. Displegañ a reomp dezho penaos emañ an traoù en hon kêr hag e kêrioù all. Treiñ a reomp en alamaneg pennadoù eus hon kazetennoù. Eveljust ez eus tud a lavar «Ni a zo evit ar pezh a zo mat hag a-enep an traoù fall pe «Ra vo peoc’h er bed a-bezh. » met ne gomprenont ket gant piv emañ ar wirionez – gant hon media deomp-ni pe gant re ar C’hremlin. Ha ne fell ket dezho prederiañ zoken. A-wechoù e klevan « N’eo ket difennet d’ar Stadoù Unanet ober brezel, perak e vez tamallet e vrezel da bPoutin? . ». Koulskoude, komzoù seurt-se ne vezont ket klevet alies.

Berr-ha-berr, e galleg

Avant la guerre, Hanna Visko enseignait l’allemand à l’université de la Mer Noire (Mikolaiv, en Ukraine). Là-bas, elle a goûté aux langues celtiques, en particulier le breton qui garde sa préférence. Elle témoigne ici de son expérience de réfugiée, avec son petit garçon de cinq ans, en Allemagne. Dans l’attente de son retour en Ukraine.

atersadenn gant Anna Mouradova, adlenn ha diverradur gant JL Le Floc'h

Anna Mouradova

Voir aussi :

2  0  
mailbox
imprimer
Anna Mouradova a zo ur skrivagnerez a vev e Tbilisi, Bro-Jeorji
Vos 1 commentaires
Yann L...
2022-06-20 17:05:17
Plijout a rafe din anavezout ho 2 vro. Evit ar poent, spi am eux e teuio bremaig ar peoc'h en Ukrainia.
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 1 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.