328 vues

Aet ar vedalenn aour gantañ evit e chouchenn e Trevarez, setu Henri Carduner o tegemer ac'hanomp er gêr, 'ba Skaer

Aet ar vedalenn aour gantañ evit e chouchenn e Trevarez, setu Henri Carduner o tegemer ac'hanomp er gêr, 'ba Skaer.

Desket en doa ober chistr ha chouchenn tregont vloaz zo. Labourer-douar eo bet, ha saver moc'h, o kemer perzh hardizh er « gavalcade » bep daou vloaz e Skaer. Ha krog anezhañ da gaout kentelioù ober war-dro ar gwenan en Enez Eusa, asambles gant tud ar vro. Barrek eo bremañ : tri lec'h en deus evit sevel an amprevaned, ha gouest eo da zispartiañ ar gwenan evit kaout meur a rouanez. Kollet en doa an hanter anezho un nebeud bloavezhioù zo, met 10 dregant anezho er bloaz-mañ nemetken. Gant ma pado e mod-se.

Graet e vez chistr ha chouchenn gantañ e-barzh barrikennoù koad kozh – 100 vloaz eo reoù zo en o mesk. Mont a ra da gerc'hat avaloù war an aod — gwelloc'h ha niverusoc'h du-hont eget e Skaer –, hag asambles gant e vignoned (pemp anezho) e lak anezho 'ba barrikennoù ha 'ba boutailhoù. Ha goude al labour e vez aozet gouel ganto.

Evit an abadenn « Tro-Dro Skaer » en em gavo Henri Carduner gant ar sportourien e fin ar valeadenn, ha kinnig a raio dezho un tanva eus e chistr hag eus e chouchenn. Tud a vo e-leizh, me 'lâr deoc'h !

Tro-dro Skaer, d'ar Sul 7 a viz Gouere, Boulodrome, etre 7e45 hag 11e45 (fin an enskrivadurioù).

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...