Tro Breizh, Pariz, ne baouez ket Herve Lossec da foetañ bro. E Brest e oa gant Nolwenn Leroy.

Tro Breizh, Pariz, ne baouez ket Herve Lossec da foetañ bro. E Brest e oa gant Nolwenn Leroy.

Sinet e oa bet dezhi gant Herve Lossec al levr "Bretonnismes", just a-raok abadenn Nolwenn Leroy e Brest, e sal "La Carene". Ha hi da lavarout : "Breizhadez ha Bretonnismes, memes stourm !".

Diaes eo koulskoude disoñjal ar pezh he doa lavaret e France Bleu Breizh Izel en abadenn "Krampouezh pe un tamm bara amann ?" :

« - Degemer mat », en doa lavaret buhezour a radio.

« - Excusez-moi, je ne suis pas bien réveillée. Qu'est-ce que vous dites ? » a respontas-hi.

Gwir eo, se 'oa e-kreiz ar goañv, ha ne oa ket bet desket c'hoazh ar brezhoneg ganti. Neuze, Nolwenn, kendalc'h da zeskiñ ha degemer mat ! Gant ma vi gwelet o tifenn ar brezhoneg e gouelioù ar vro e-pad ar bloaz.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...