Ar C'halianed / Les Gaulois - An Istor Livet

Réalisation : Brezhoweb – 618 vues

Graet 'vez o stal d'ur bochad klichedoù a-zivout ar C'halianed 'ba 'r rann an Istor Livet-mañ !

Skeudenn ar C'halianed 'zo politikel-tre a-c'houde pell-pell 'zo... Ha lakaat eo bet 'ba pennoù an dud ur bochad skeudennoù faos a-hed an istor !

Ar C’halianed a veve ‘ba loñjoù bihan e-kreiz ur c’hoad, blev ha mourroù hir a oa dezhe hag e veze debret moc’h gouez a-hed an amzer…

A orin ur bochad klichedoù e adkaver Julius Kaezar gant ar pezh en doa skrivet 'ba e levr "<i>Brezel Galia</i>" !
A orin ur bochad klichedoù e adkaver Julius Kaezar gant ar pezh en doa skrivet 'ba e levr "Brezel Galia" ! CC-BY-SA

Ur bochad soñjoù faos ‘zo ba penn an dud, hag e gwirionez e oent ar C’halianed pell eus ar skeudennoù-se.

Orin ar c’hlichedoù-se ‘zo politik, bet savet da gantañ-penn gant Julius Kaezar pe c’hoazh gant Napoleon III evit krouiñ ar vojenn “ Hon hendadoù kozh ar C’halianed ”.

Adkavit raksoñjoù all dre amañ !

BREZHOWEB

La seule télé 100 % en langue bretonne ! Magazines, films, documentaires, émissions jeunesse, dessins-animés, séries, sitcoms... Retrouvez en streaming gratuit vos émissions et séries TV en breton en replay ou en direct de 18h à 22h30 sur Brezhoweb. En savoir plus