328 vues

150 vues

Bodet 'oa bet, e Gwened, aktourien an Internet e brezhoneg : lec'hiennoù radio, kreizennoù stummañ, amerikan zoken...

Bodet 'oa bet, e Gwened, aktourien an Internet e brezhoneg : lec'hiennoù radio, kreizennoù stummañ, amerikan zoken...

Krouet zo bet, gant Sten Kidna, ul lec'hienn pleustrek-kenañ gant kentelioù noz enlinenn. Ne skriv ket kalz a dra an deskad(ez), forzh penaos e vez tu dezhi/dezhañ skrivañ, pe vizskrivañ kentoc'h, er gêr war h/e urzhiataer. Evit ar re n'int ket kevreet ouzh internet ? Pe n'o deus urzhiataer ebet ? 20% zo anezho e Breizh memestra... Ar buhezour a lâr n'en deus ket gwelet den ebet e Sten Kidna na c'hallfe ket kevreañ ouzh internet.

'Ba Naoned eo gant Anna Jaouen e vez lakaet rouedad ar radioioù da vont war-raok : abadennoù c'hwec'h radio enlinenn, kenlabour etreze, dielloù evit adkavout abadennoù war an hevelep danvez, hag evit Mael/a brezhoneger/ez, peadra da selaou gant dielloù evit ar vugale, tresadennoù, teuliadoù da bellgargañ...

Gant Edubreizh, renet gant Erwan Denez, setu kentelioù noz er gêr, live A1 evit poent : poelladennoù e-leizh, enrolladennoù, ha tu zo da enrollañ h/e m/vouezh war-eeun ha da genveriañ gant ar pezh a zo bet enrollet gant ur brezhoneger/ez m/vat.

Evit Jean-Michel Sanner e talvezfe ur MOOC krouiñ un dra nevez e Breizh, un doare skol-veur enlinenn, e brezhoneg, gant pennadoù skiantel, filmoù video. Ha marteze a-walc'h e vefe tu, evel gant COURSERA (coursera.org), tremen diplomoù. 100 milion a studierien a labour e mod-se er bed. Neuze, kelennerien skol-veur, studierien, tud arbennik war un danvez bennak (skiantoù, prederouriezh, mekanik...), tapit ho kameraioù, prientit ho testennoù... evit ur MOUK e brezhoneg !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...