Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Jakez Karter, kavadenner ar C'hanada ?
Grit anaoudegezh gant buhez Jakez Karter hag e veajoù e Bro-C'hanada 'ba rann nevez an Istor Livet !
Florent Grouin Par BREZHOWEB le 20/03/24 11:10
Jakez Karter : Kavadenner ar C'hanada / Jacques Cartier et le Canada - An Istor Livet : Eil koulzad An Istor Livet 'zo gouestlet da dudennoù istorel a Vreizh hag o deus merket don an istor !
Réalisation : Brezhoweb
(466 vues)
70073_1.png
Jakez karter a oa enebour gant Jean-François de la Rocque de Roberval, hag an trouz etreze en deus bet efedoù war politik trevadennerezh rouantelezh Bro-C'hall...

Jakez Karter 'zo brudet evit bezañ roet anvioù mil-vrudet evel "Montreal", ar stêr Sant-Loarañs pe ar "C'hanada".

Ganet eo e Sant-Malo war-dro 1490 ha n'ouzomp ket kalz a dra diwar e-benn a-raok e gejadenn gant ar roue Bro-C'hall Fañch ar Iañ.

Dale 'zo gant Rouantelezh Bro-C'hall e-keñver broioù all war redadeg ar bed nevez. Ha dreist-holl war klask un hent nevez ken mont da genwerzhañ e Azia, dont da vezañ diaes a-c'houde eo bet tapet Kergustentin gant an Impalaeriezh Otoman.

Setu penaos eo bet lakaet Jakez Karter e penn beajoù davet ar c'hornog, ken klask an hent-se ha... N'eus ket anezhañ !

Teir beaj a zo bet graet gantañ ha gwelet int bet evel c'hwitadennoù d'ar c'houlz-se, betek lakaat un troc'h-bras da bolitik trevadennerezh rouantelezh Bro-C'hall.

Setu ar pezh 'vez kontet er video-se, leun a ditouroù, hag en o-zouesk, istor anv ar C'hanada roet gant Jakez Karter...

Un abadenn e brezhoneg istitlet e galleg hag e brezhoneg, da welet war Brezhoweb o klikañ amañ !

Voir aussi :
0  0  
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Gwelout pennadoù all BREZHOWEB
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons