- Communiqué de presse -
Jargal ha Tsendev Purvev : l'UDB Kreiz Breizh a c'houll groñs digant an aotrou prefed departamant Aodoù-an-Arvor nullañ e ziferad « Adkas d'an harzoù »
Ur vro degemer eo Breizh, UDB Kreiz Breizh a sav krenn a-enep d'an diviz «Adkas d'an harzoù», bet kemeret gant aotrou prefed Aodoù-an-Arvor en-enep da Jargal Purvev ha d'he mamm Tsendev ; Jargal a zo ur bugel c'hwec'h vloaz, skoliataet e Skol Diwan Sant-Brieg.
Par Nil Caouissin pour UDB le 22/06/08 7:24
Ur vro degemer eo Breizh, UDB Kreiz Breizh a sav krenn a-enep d'an diviz «
Adkas d'an harzoù » , bet kemeret gant aotrou prefed Aodoù-an-Arvor en-enep da Jargal Purvev ha d'he mamm Tsendev ; Jargal a zo ur bugel c'hwec'h vloaz, skoliataet e Skol Diwan Sant-Brieg.
Pobl Vreizh hag UDB n'int ket evit degemer, e-mod ebet, seurt doareoù dismegansus a-enep da wirioù Mab Den. Penaos asantiñ ma vo kaset en-dro d'o bro, da Mongolia eo, ar bugel hag ar vamm-se, pa ouier emañ o buhez en arvar eno ?
UDB a zegas e skoazell d'ar familh-se hag a vo war an dachenn, pa vo stourmoù da ren, evit ma chomo Jargal ha Tsendev e Breizh.
Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall
Gallout a rit, ivez, lakaat ho anv war roll ar sinadeg en linenn war (voir le site)
Vos 0 commentaires