Fabl ar yezhjoù minorelaet

Réalisation : tv bro kemperle- fea – 150 vues

E emvod kelaouiñ ar FIL e oa bet kinniget gant leader I Muvrini ur brezegenn ispisial : skrivet en doa un destenn evit lakaat sklaer e vennozhioù, ha diskouez e c'hoant da lakaat ar stourm da greskiñ

E emvod kelaouiñ ar FIL e oa bet kinniget gant leader I Muvrini ur brezegenn ispisial : skrivet en doa un destenn evit lakaat sklaer e vennozhioù, ha diskouez e c'hoant da lakaat ar stourm da greskiñ.

Distroet eus Chamonix e lec'h en doa gwelet an dremmwell o cheñch a-galz, en doa skrivet ar c'haner un destenn fromus, lavaret en doa trugarez d'ar FIL, difenn a raer ar yezhoù gwasket gant ur Stad ne ra forzh outo, hag ivez kudennoù an en dro zo bet keñveriet gantañ d'ar c'hudennoù yezhoù o vont da get : "à quand une biodiversité des langues ?"

Siwazh deomp, e abadenn a oa un tammig evel an holl "vekanikoù" a vez gwelet en holl festivalioù bremañ : kalz a drouz, batiri, sonerezh a blij met a zo pell eus an hengoun kanet, un tammig evel ma vefe bet lakaet ar c'han hengounel e foñs ur pod evit dont en dro ur wech an amzer. Poblek ken-ken eo I Muvrini, treuzkas a reont ar c'horseg e pep lec'h er bed. Met petra a vez gortozet gant arvesterien ar festival ? Eñvorennoù o yaounkiz stourmerien ? Selaou komzoù barzhoniel Jean-François ? Klask un dazont evit yezhoù a vez komzet nebeutoc'h-nebeutañ ? Komzoù brav atav, gant ma vefent klevet gant ar brasañ niver...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...