Un hengoun a ya da get ... Ha ma vefe lidet ar bloaz nevez ba Skaer gant Gi Penseg hag e skipailh ? Evit kregiñ mat 2011, d'ar sul 9 a viz Genver.

Kanañ ha kontañ e kreizig kreiz ar goañv,e vit souetiñ ar bloavezh mat d'an amezeien ?

Posubl eo ba Skaer, e ti Bridel, war ar straed bras e kreiz ar vourc'h. Fars gwenn lipous a vo servijet deoc'h, ha peadra a vo da evañ ha da zebriñ. Plijadur a vo, gant skipailh Gi Penseg ha Brigitte Kloareg ! Tud barrek evit kontañ ha tud o komañs, re vras ha re vunut, re gozh ha re yaouank asambles. Evit netra.

D'ar Sul 9 a viz Genver, da 3 eur e Pâtisserie Bridel, straed meur Skaer.

M'ho peus c'hoant sellout ouzh kafe ar bloaz nevez 2010 : http://www.abp-tv.com/index.php?key=gi+penseg

Titouroù : 02 98 71 74 94

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...