Kafe bloaz nevez ba ti Bridel

Kanaouennoù ha kontadennoù, tammoù klevet disul ba Skaer.

Disoñjet, an hengoun ? Ket e Skaer, e lec'h e vez aozet ingal, e miz Genver kafe ar bloaz nevez, gant sonennoù, konchennoù, rimadelloù, ha traoù lipous.

Asambles e oant gant Brigitte, Gi, Jean, Denise, Anne-Marie, Suzanne, Lucien, ... hag un tri-ugent bennak a dud disul evit lidañ ar bloaz nevez. Sonennoù ar vro ("son ar chistr" a veze kanet ingal gant Youenn Gwernig, paotr Skaer), kontet ez eus bet ur gontadenn e galleg o tont deus Bro Skos gant Fiona Mac Leod, deuet a-ratozh da Skaer gant "scones" fardet ganti da vintin evit lakaat an dud da dañva.

Gant mestr an ti, an aotrou Bridel e oa bet fardet meur a c'haletezenn gant amann mat, ha dienn "pâtissière" ebet. Saourus.

Kontadennoù ha kanaouennoù tro dro d'ar boued, rimadelloù dastumet b'ar vro, istorioù tavarnourien, an amann lipet gant ar c'hazh, ar bourc'h-gavr o kousket e-barzh ur gwele ...

Ul labour brav a zo bet kaset da benn gant Gi hag e skipailh. Gant ma vo muioc'h a dud yaouank benn bloaz, hag atav an hevelep startijenn !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...