Put your name here

Geriaouegi disheñvel an armerzh
Geriaouegi disheñvel an armerzh
Agenda
Kafedi Armerzh - Peseurt geriaoueg ha peseurt plas evit ar brezhoneg e bed an embregerezhioù ?
Kafedi Armerzh - "Peseurt geriaoueg ha peseurt plas evit ar brezhoneg e bed an embregerezhioù ?", lusket gant Denez Pichon D'ar Sadorn 21 a viz Ebrel da 2e30, e tavarn ar Finnegans, 46 Straed Aristide Briand e KEMPER
Agenda de Kevredigezh Vrezhon

Publié le 15/04/18 22:05 -- mis à jour le 15/04/18 22:05
Date de l'évènement : le 21/04/2018 à 14 h à KEMPER

Kafedi Armerzh - "Peseurt geriaoueg ha peseurt plas evit ar brezhoneg e bed an embregerezhioù ?", lusket gant Denez Pichon

D'ar Sadorn 21 a viz Ebrel da 2e30, e tavarn ar Finnegans, 46 Straed Aristide Briand e KEMPER Ar c’hinnig diwezhañ en deus lakaet ac’hanomp da veajiñ adalek deroù An XXvet Kantved evit gwelout an intrudu tremenet diwar-benn ar brezhoneg e bed al labour. Tro hon eus bet da wel an intrudu bet kaset a-benn gant hiniennoù evel Taldij-Jafrennou, Jean Saisy de Keranpuil pe Jean Choleau. Gwelet hon eus ivez intrudu all bet brouded gant, pe dre gevredigezhioù evel hini Reun Allan hag a oa deut d’an abadenn, hag hini Klub Embregerezhioù Breizh. Evit echuiñ gwelet hon eus intrudu boulc’het gant Produet e Breizh, un aozadur micherel. Gwelet hon boa ivez pet brezhonegerien a vez stummet bep bloaz prest da labourat e bed al labour.

Ar wech-mañ kendalc’het e vo gant ar brezhoneg e bed an armerzh. Kehentiñ e brezhoneg en un embregerezh a dalv implij gerioù resis, boutin d’an holl implijidi a-fet ster. Ur redi eo evit labourat asambles ha kehentiñ en un doare seder ha sur. Gwelet e vo penaos c’hell bezañ graet ?

Atav war hor yezh er bed armerzhel, kinniget e vo deoc’h da wel mard ez eus ur plas evit Breizh hag ar brezhoneg en embregerezhioù a-vremañ, ha n’int ket e-barzh bed ar brezhoneg tamm ebet. Penaos e teu war wel skeudenn Breizh pe ar brezhoneg ganto.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 7 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.