Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Stadoù Breizh, Beltram Argantred ha dug Merkeur
Stadoù Breizh, Beltram Argantred ha dug Merkeur
- Agenda -
Kafedi Istor - Breizh eus skrid-stagañ 1532 da zibenn ar C'hevre (1598)
Kafedi Istor : "Proviñs Breizh, etre enframmañ ha disrann (1532-1598)" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sadorn 10 a viz Du 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER E 1532 e voe embannet stagidigezh dugelezh Breizh ouzh rouantelezh Frañs, gant ur skrid a embanne koulskoude mirout he frankizoù hengounel. Ensavadurioù emren a voe neuze lakaet en o flom, pezh a hañvale merkañ un enframmañ sioul ha c’hoataet gant pennadurezhioù ar vro. Ha koulskoude e voe treuzkaset ar c’heal broadel gant Beltram Argantred, ha daoust ma voe liammet gant politikerezh Frañs e kemeras ar C’hevre e Breizh ur ster broadel ivez...
Rafael Urien Par Kevredigezh Vrezhon le 30/10/18 19:01

Kafedi Istor : "Proviñs Breizh, etre enframmañ ha disrann (1532-1598)" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 10 a viz Du 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

E 1532 e voe embannet stagidigezh dugelezh Breizh ouzh rouantelezh Frañs, gant ur skrid a embanne koulskoude mirout he frankizoù hengounel. Ensavadurioù emren a voe neuze lakaet en o flom, pezh a hañvale merkañ un enframmañ sioul ha c’hoataet gant pennadurezhioù ar vro. Ha koulskoude e voe treuzkaset ar c’heal broadel gant Beltram Argantred, ha daoust ma voe liammet gant politikerezh Frañs e kemeras ar C’hevre e Breizh ur ster broadel ivez...

Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons